David a yeas er-maez war arbenn dezho hag a gemeras ar gomz o lavarout: Mard oc'h deuet e peoc'h etrezek ennon, evit va skoazellañ, va c'halon a vo unanet ganeoc'h, met mard eo evit va zouellañ evit mad va enebourien, pa n'on kablus eus feulster ebet, ra vo gwelet ha dinac'het kement-se gant Doue hon tadoù.
evit ma viot bugale ho Tad a zo en neñvoù. Rak eñ a ra d’e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhañ war ar re reizh ha war ar re zireizh.
Met karit hoc’h enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c’hwi a vo mibien an Uhel-Meurbet, abalamour ma’z eo mat e-keñver ar re zizanaoudek hag ar re fall.
An deiz war-lerc’h, en em ziskouezas dezho e-pad ma en em gannent hag ec’h alias anezho da vezañ e peoc’h o lavarout: Tud, breudeur oc’h, perak en em wallgasit an eil egile?
A-hend-all, breudeur, en em laouenait, klaskit bezañ peurvat, en em frealzit, bezit en un hevelep soñj, bevit e peoc’h, hag an Doue a garantez hag a beoc’h a vo ganeoc’h.
o c’houzañv an eil egile hag o pardoniñ an eil d’egile mar en deus unan bennak da glemm a-enep egile. Evel ma en deus Krist pardonet deoc’h, c’hwi ivez grit evel-se.