Mazhev 5:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Klevet hoc’h eus penaos eo bet lavaret d’ar re gozh: Ne ri ket avoultriezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Klevet hoc’h euz eo bet lavaret d’ar re goz: Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Cleued e hoès penaus e zou bet laret d’er ré gouh: Ne véès avoultr. |
Met an hini a ra avoultriezh gant ur wreg a zo dibourvez a skiant, an hini a fell dezhañ en em goll a raio evel-se.
Mar gra un den avoultriezh gant gwreg unan all, mar gra avoultriezh gant gwreg e nesañ, an avoultrer hag an avoultrerez a vo lakaet d’ar marv.
Klevet hoc’h eus penaos eo bet lavaret d’ar re gozh: Ne vuntri ket, piv bennak a vuntro a zellezo bezañ barnet.
Klevet hoc’h eus c’hoazh penaos eo bet lavaret d’ar re gozh: Ne doui ket e gaou, met derc’hel a ri e-keñver an Aotrou d’al leoù az po graet.
Klevet hoc’h eus penaos eo bet lavaret d’ar re gozh: Lagad evit lagad ha dant evit dant.