David a gasas kannaded d'he c'herc'hat dezhañ, ha dont a reas d'e gavout. Hag e kouskas ganti. Hag hi en em c'hlanaas eus he dic'hlanded, hag e tistroas d'he zi.
Anavezout a rez ar gourc’hemennoù: Na ra ket avoultriezh; na vez ket muntrer; na laer ket; na lavar ket a fals-testeni; na ra ket a faosoni; enor da dad ha da vamm.
Rak: Ne ri ket avoultriezh, ne vi ket muntrer, ne laeri ket, ne zougi ket a fals-testeni, ne zroukc’hoantai ket, ha pep gourc’hemenn all, kement-se holl a zo dalc’het er ger-mañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.