Mazhev 5:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En em laka a-unvan hep dale gant da enebour, e-pad ma’z emaout en hent gantañ, gant aon na lakafe-eñ ac’hanout etre daouarn ar barner, ha na lakafe ac’hanout ar barner etre daouarn ofiser ar justis, ha na vefes lakaet er prizon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) En em laka a‐unvan hep‐dale gant da enebour, e‐pad ma’z oud en hent ganthan, gant aoun na zeufe da livra ac’hanoud d’ar barner, hag he‐man da vinistr ar justis, ha na vez taolet er prizon. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hum laqueit rac‐tal de vad guet en n’hani e zou énep t’oh, epad e m’oh ér hænt quet hou; guet eun en dén‐zé péhani e zou énep t’oh, hou cassehé d’er barner, ha ne vehèh dalhet ér rangenneu. |
Evel-se pep den leal a aspedo ac'hanout en amzer ma vez kavet. Ha pa zic'hlanno an doureier bras, ne vo ket tapet ganto.
Na hast ket mont evit breutaat, gant aon na oufes ket a-benn-ar-fin petra d'ober, goude m'en devo da lakaet mezhek da nesañ.
Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ aet e-barzh, ec’h azezas gant ar vevelien, evit gwelout penaos ec’h echufe kement-se.
Bez’ e oa ivez er gêr-se un intañvez a zeuas d’e gavout o lavarout: Gra din reizhder diouzh va enebour.
rak eñ a lavar: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus e deiz ar silvidigezh. Setu bremañ an amzer dereat, setu bremañ deiz ar silvidigezh.
Anavezout a rit penaos goude-se, pa fellas dezhañ kaout ar vennozh da hêrezh, e voe taolet kuit rak ne gavas ket ur cheñchamant a volontez, petra bennak ma en goulennas gant daeroù.
Met en em gennerzhit an eil egile bemdez, e-pad ma’z eo lavaret: Hiziv. Evel-se ra n’en em galedfe unan bennak ac’hanoc’h dre dromplerezh ar pec’hed.