Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 5:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 lez eno da brof dirak an aoter ha kae da gentañ d’en em unvaniñ gant da vreur. Ha goude-se, deus ha kinnig da brof.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 ha kea da genta d’en em reconcilia gant da vreur; ha neuze, deuz hag offr da offrans.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

24 Lausquet hou madeu étal en autær, ha quêrhet de guetan d’hobér er peah guet hou prér, hag arlerh deit de gueniguein hou madeu.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 5:24
13 Referencias Cruzadas  

Ha bremañ kemerit ganeoc'h seizh kole ha seizh tourz, hag it da gavout va servijer Job, ha kinnigit ul loskaberzh evidoc'h hoc'h-unan. Ra bedo va servijer Job evidoc'h. Rak ne rin van nemet outañ, evit na rin ket deoc'h hervez ho follentez, rak n'hoch eus ket komzet diwarnon en un doare reizh, evel va servijer Job.


Breuta da gaoz a-enep da nesañ, met na zisklêr ket ar sekred da unan all,


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned ha war ar c’houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag ar feiz. Ar re-se a oa an traoù a dleec’h d’ober, hep koulskoude dilezel ar re all.


Mar degasez eta da brof d’an aoter, hag e teu soñj dit eno en deus da vreur un dra bennak en da enep,


Un dra vat eo an holen, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo temzet? Ho pet holen ennoc’h hoc’h-unan ha bezit e peoc’h etrezoc’h.


Ra en em amprouo pep hini eta e-unan, hag evel-se ra zebro eus ar bara-mañ ha ra evo eus an hanaf-mañ.


Me a fell din eta e pedfe an dud e pep lec’h, o sevel daouarn glan hep kounnar hag hep tabut.


Anzavit ho faotoù an eil d’egile ha pedit an eil evit egile, evit ma viot yac’haet. Pedenn c’hredus an den reizh he deus ur galloud bras.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos