Mazhev 5:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eürus ar re a zo gwallgaset abalamour d’ar reizhder, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Eürus ar re a zo persecutet abalamour d’ar justis; rag rouantelez an envou a zo dezhe. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Eurus er ré en dés de poéniat dré en arben ag er santeleah, rac Ranteleah en Nean e zou dehai. |
Selaouit komz an AOTROU, c'hwi a gren d'e gomz: Lavaret eo bet gant ho preudeur a gasa hag a zistaol ac'hanoc'h en abeg da'm anv: Ra ziskouezo an AOTROU e c'hloar! Gwelet e vo evit ho levenez, hag e vint mezhek.
Pa viot gwallgaset en ur gêr, tec’hit d’unan all. Lavarout a ran deoc’h e gwirionez, n’ho po ket echuet da vont dre holl gêrioù Israel ma vo deuet Mab an den.
Ha Jezuz a lavaras: Lezit ar vugale vihan ha na zifennit ket outo dont davedon, rak rouantelezh an neñvoù a zo d’ar re a zo heñvel outo.
Neuze ar Roue a lavaro d’ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c’hwi hag a zo benniget gant va Zad, bezit perc’henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc’h adalek krouidigezh ar bed.
Jezuz, o welout-se, a yeas droug ennañ hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d’ar re a zo heñvel outo.
ha ne resevo adalek ar c’hantved-mañ, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c’hoarezed, a vammoù, a vugale hag a zouaroù, gant heskinerezhioù, hag er c’hantved da zont, ar vuhez peurbadus.
Met a-raok an holl draoù-se, e lakaint o daouarn warnoc’h hag e wallgasint ac’hanoc’h, ho kasint er sinagogennoù hag ho lakaint er prizon, ho kasint dirak rouaned ha dirak gouarnourien abalamour da’m anv.
O sevel e zaoulagad war-zu e ziskibien, e lavaras: Eürus oc’h, c’hwi hag a zo paour, rak rouantelezh Doue a zo deoc’h!
Eürus e viot pa gasaio an dud ac’hanoc’h, pa gasint kuit ac’hanoc’h eus o zouez, pa lavarint dismegañs deoc’h ha pa daolint hoc’h anv evel fall abalamour de Vab an den,
Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc’h: Ar servijer n’eo ket brasoc’h eget e vestr. Ma o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac’hanoc’h, ha ma o deus miret va ger, e virint ivez hoc’h hini.
Bez’ e voent a-du gant e ali. O vezañ galvet an ebestel ha goude bezañ lakaet o skourjezañ, e tifennjont outo komz en anv Jezuz hag e lezjont anezho da vont kuit.
Saol a roas e asant d’ar marv-se. Bez’ e voe en deiz-se un heskinadeg vras a-enep Iliz Jeruzalem. Hag e voent holl stlabezet, nemet an ebestel, dre vroioù Judea ha Samaria.
Rak hor glac’har skañv eus an amzer a-vremañ a ro ur pouez a c’hloar peurbadus ha meurbet gwelloc’h,
hep kaout aon e doare ebet eus an enebourien, ar pezh a zo evito ur brouenn a gollidigezh met evidoc’h a silvidigezh. Ha kement-se eo a-berzh Doue,
mar gouzañvomp gantañ, e renimp ivez gantañ; mar nac’homp anezhañ, e nac’ho ivez ac’hanomp;
va heskinoù, va glac’haroù, evel ar re a zo erruet ganin en Antioch, en Ikoniom, e Listra. Pebezh heskinoù am eus gouzañvet! Hag an Aotrou en deus va dieubet anezho holl.
Eürus an den a c’houzañv an temptadur, rak goude bezañ bet amprouet, e resevo ar gurunenn a vuhez en deus an Aotrou prometet d’ar re a gar anezhañ.
Setu, e tisklêriomp benniget ar re o deus gouzañvet gant dalc’hidigezh. Klevet hoc’h eus komz diwar-benn pasianted Job, ha ec’h anavezit an diwezh en deus roet an Aotrou dezhañ, rak an Aotrou a zo leun a drugarez hag a druez.
ha ma ne vefemp ket heñvel ouzh Kain a oa eus an droug hag a lazhas e vreur. Ha perak e lazhas anezhañ? Abalamour ma oa fall e oberoù ha ma oa reizh re e vreur.
Na’z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c’houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac’hanoc’h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.