An neb a gar e dad pe e vamm muioc’h egedon n’eo ket dellezek ac’hanon, hag an neb a gar e vab pe e verc’h muioc’h egedon n’eo ket dellezek ac’hanon.
Mazhev 4:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Int, raktal, o lezel o bag hag o zad, a heulias anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag int rag‐tal o lezel ar vag hag ho zad, a heuliaz anezhan. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha quentéh ind e lausquas er vâg hag ou zad hag en hélias. |
An neb a gar e dad pe e vamm muioc’h egedon n’eo ket dellezek ac’hanon, hag an neb a gar e vab pe e verc’h muioc’h egedon n’eo ket dellezek ac’hanon.
Hag ac’hano, o vont un tamm a-raokoc’h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho.
Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl.
Raktal e c’halvas anezho. Hag int, o lezel Zebedea o zad er vag gant an devezhourien, a heulias anezhañ.
Mar deu unan bennak da’m c’havout ha ne gasa ket e dad, e vamm, e wreg, e vugale, e vreudeur, e c’hoarezed, ha muioc’h c’hoazh e vuhez hec’h-unan, ne c’hell ket bezañ va diskibl.
Evel-se, piv bennak ac’hanoc’h na zilez ket kement en deus, ne c’hell ket bezañ va diskibl.
Dre-se n’anavezomp ken den hervez ar c’hig bremañ. Ha zoken mar hon eus anavezet Krist hervez ar c’hig, bremañ n’anavezomp ken anezhañ en doare-se.