Moizez a vesae tropell Jetro e dad-kaer, aberzhour Madian. Kas a reas an tropell a-dreñv ar gouelec'h hag e teuas da venez Doue, da Horeb.
Mazhev 4:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma valee a-hed mor Galilea, Jezuz a welas daou vreur, Simon a c’halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus, en eur vale a‐hed mor Galile, a velaz daou vreur, Simon, a c’halver Per, hag Andre he vreur, o teurel ho rouejou er mor; rag pesketerien e oant. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Jesus én ur valé é rible môr Galile e huélas deu vrér, Simon hanhuet Pierre, hag Andreu é vrér, péré é daulé ou rudeu ér môr; rac pesquètarion oént. |
Moizez a vesae tropell Jetro e dad-kaer, aberzhour Madian. Kas a reas an tropell a-dreñv ar gouelec'h hag e teuas da venez Doue, da Horeb.
Bremañ eta, deus! Kas a rin ac'hanout da gavout Faraon hag e lakai va fobl, mibien Israel, da vont kuit eus an Ejipt.
Pesketaerien en em zalc'ho war ar ribloù, hag e vo stegnet rouedoù adalek En-Gedi betek En-Eglaim. Ar pesked a vo hervez o rumm, evel pesked ar Mor Bras, gwall-niverus.
an harz a ziskenno eus Shefam da Ribla, ouzh ar reter eus Ain; neuze an harz a ziskenno hag a dizho aodoù ar Mor Kinnered war-zu ar sav-heol;
Setu anvioù an daouzek abostol: An hini kentañ, Simon anvet Pêr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur;
Jezuz, o vezañ aet ac’hano, a zeuas tost da vor Galilea. O vezañ pignet war ur menez, ec’h azezas eno.
Ha me a lavar dit ivez penaos ez out Pêr, ha war ar roc’h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec’h ar marv ne drec’hint ket anezhi.
Jezuz, o vezañ kuitaet kostezioù Tir ha Sidon, a zeuas tost da vor Galilea, o treuziñ bro Zekapoliz.
Simon a roas ivez an anv a Bêr dezhañ; Andrev e vreur; Jakez, ha Yann; Filip, ha Bartolome;
Goude-se, Jezuz en em ziskouezas adarre d’an diskibien tost ouzh Mor Tiberiaz. En em ziskouez a reas en doare-mañ.
hag ar blaenenn bevennet gant ar Jordan, adalek Kinnered betek mor ar blaenenn, Mor an Holen, e traoñ ar Pisga, war-zu ar sav-heol.