Met, pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec’h e dad Herodez, en doe aon da vont di. O vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, en em dennas e kostezioù Galilea.
Mazhev 3:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Jezuz a zeuas eus Galilea d’ar Jordan da gavout Yann, evit bezañ badezet gantañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Jesus a zeuaz euz a C’halile d’ar Jourdan, da gavout Ian, evit beza badezet ganthan. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé Jesus e zas a zoh Galile d’er Jourdan de gahouèt Yehan, aveid bout badéhet guet hou. |
Met, pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec’h e dad Herodez, en doe aon da vont di. O vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, en em dennas e kostezioù Galilea.
Met Yann ne felle ket dezhañ henn ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, hag e teuez da’m c’havout?
Me n’anavezen ket anezhañ, met deuet on da vadeziñ en dour evit ma vo disklêriet da Israel.