Rak me eo an AOTROU, an hini a gar ar varnedigezh hag a gasa al laeroñsi evit al loskaberzh. Me a roio dezho o gopr gant fealded, hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus.
Mazhev 27:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar veleien vras o dastumas hag a lavaras: N’eo ket aotreet o lakaat en teñzor, dre ma’z int priz ar gwad. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Prinsed ar veleien, o veza kemeret ar peziou arc’hant, a lavaraz: N’eo ket permetet lakaad anezhe ebarz an tenzor, rag an arc’hant‐se eo priz ar goad. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs er Pen‐Vêlean e hras chairrein en argand‐cé, hag e laras: Ne ellamp quet el laquat én trézol dré ma oé guérh er goaid. |
Rak me eo an AOTROU, an hini a gar ar varnedigezh hag a gasa al laeroñsi evit al loskaberzh. Me a roio dezho o gopr gant fealded, hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus.
Met c’hwi a lavar: An hini a lavaro d’e dad pe d’e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo Korban, da lavarout eo ur prof,
Neuze e tegasjont Jezuz eus ti Kaifaz d’ar pretordi. Ar mintin e oa, n’ejont ket e-barzh ar pretordi gant aon d’en em saotrañ, evit ma c’helljent debriñ ar Pask.
Ne zegasi ket e ti an AOTROU da Zoue gopr ur c'hast na priz ur c'hi evit gouestl ebet, rak o-daou a zo un euzhusted dirak an AOTROU da Zoue.