Kerkent ha ma klevas Akab ar c'homzoù-se, e rogas e zilhad, e lakaas ur sac'h war e gorf, e yunas, e c'hourvezas paket en ur sac'h, hag e kerzhas goustadik.
Mazhev 27:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned o lavarout: Pec’het em eus o troukreiñ ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhañ: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pec’het em euz; trahisset em euz ar goad innosant. Mes int a lavaraz: Petra a ra an dra‐ze deomp‐ni? Kement‐se a zell ouzidte. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 En ul laret: Péhed e mès é huerhein er goaid divlam. Hag ind e laras dehou: Petra e vern d’embni? En dra‐zé e zell doh‐oh. |
Kerkent ha ma klevas Akab ar c'homzoù-se, e rogas e zilhad, e lakaas ur sac'h war e gorf, e yunas, e c'hourvezas paket en ur sac'h, hag e kerzhas goustadik.
hag ivez en abeg d'ar gwad didamall en doa skuilhet, rak leuniet en doa Jeruzalem a wad didamall. Hag an AOTROU ne fellas ket dezhañ pardoniñ.
Gervel a reas eta Moizez hag Aaron, en noz, hag e lavaras: Savit, it kuit a-douez va fobl, c'hwi ha mibien Israel, it, servijit an AOTROU evel ma hoc'h eus lavaret;
Faraon a gasas da c'hervel Moizez hag Aaron, hag a lavaras: Pec'het em eus ar wech-mañ, an AOTROU a zo reizh, ha me ha va fobl a zo fallakr.
Gouezit hepken mar lakait ac'hanon d'ar marv, e lakaiot gwad didamall warnoc'h, war ar gêr-mañ, war he zud. Rak e gwirionez en deus va c'haset an AOTROU etrezek ennoc'h evit disklêriañ ouzh ho tivskouarn ar c'homzoù-mañ.
Neuze e krijont d'an AOTROU o lavarout: AOTROU! N'hor c'has ket da goll en abeg da ene an den-mañ, ha na laka ket warnomp ar gwad didamall. Rak te, AOTROU, te a ra evel ma plij dit.
E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhañ: Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te, rak gwall boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezhañ.
Neuze ar c’hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c’hren-douar ha kement a oa c’hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: E gwirionez, hemañ a oa Mab Doue.
Eñ a lavaras dezho evit an trede gwech: Met peseurt droug en deus graet? Ne’m eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv. Neuze, e gastizañ a rin hag e laoskin anezhañ.
Evidomp ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon oberoù, met hemañ n’en deus graet droug ebet.
Ar c’hantener, o welout ar pezh a oa c’hoarvezet, a roas gloar da Zoue o lavarout: A dra sur, an den-mañ a oa reizh.
Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ul lezenn hon eus, hag hervez hol lezenn e tle mervel, rak eo en em c’hraet Mab Doue.
Hep kavout ennañ abeg ebet d’e lakaat d’ar marv, e c’houlennjont digant Pilat e lakaat da vervel.
Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.
Disklêriañ a reont anavezout Doue, met e zinac’h a reont dre o oberoù, o vezañ euzhus, disent, didalvez e-keñver pep ober mat.
Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec’herien, savet dreist an neñvoù,
ha ma ne vefemp ket heñvel ouzh Kain a oa eus an droug hag a lazhas e vreur. Ha perak e lazhas anezhañ? Abalamour ma oa fall e oberoù ha ma oa reizh re e vreur.
Tud an douar en em laouenaio diwar o fenn hag en em roio d’al levenez, hag e kasint profoù an eil d’egile abalamour m’o devo an daou brofed-se trubuilhet tud an douar.
Saül a lavaras da Samuel: Pec'het em eus, rak ne'm eus ket sentet ouzh gourc'hemenn an AOTROU hag ouzh da gomzoù, aon am boa rak ar bobl, hag em eus sentet ouzh o mouezh.
Saül a lavaras: Pec'het em eus, met bremañ mar plij, ro enor din dirak henaourien va fobl ha dirak Israel; distro ganin, hag e stouin dirak an AOTROU da Zoue.
Lakaet en deus e vuhez war var ha lazhet ar Filistin, hag an AOTROU en deus graet drezañ un dieubidigezh vras evit holl Israel. Gwelet ec'h eus hag ec'h eus bet levenez. Perak pec'hiñ a-enep ar gwad didamall o lakaat David d'ar marv hep abeg?