Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 27:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhañ: Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te, rak gwall boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezhañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Hogen e‐pad ma oa azezet var he dribunal, he vreg a gassaz eur re‐benag da lavaret dezhan: Diwall da zourcial deuz ar pez a zell ouz an den just‐se; rag eun huvre em euz bet hirio divar he ben hag hen deuz great kalz a boan d’in.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

19 Ha pe oé azéet arh é gadoér a varnedigueah, é voés e gassas de laret dehou: Ne péet nitra d’hobér guet en dén divlam‐zé; rac poéniet vras on bet hinihue dré un huné ag é zivout.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 27:19
28 Referencias Cruzadas  

Ael Doue a lavaras din en un huñvre: Jakob! Hag e respontis: Setu-me amañ!


Met Doue a zeuas da gavout Laban an Aramean en un huñvre en noz hag a lavaras: Diwall da lavarout netra da Jakob, mat pe fall!


Me am eus em daouarn ar galloud d'ober droug deoc'h, met Doue ho tad en deus lavaret din en noz tremenet: Diwall da lavarout netra da Jakob, mat pe fall!


An den hag a reud e c'houzoug pa vez rebechet, a vo torret buan, ha ne vo ket yac'haet.


Gwelout a raio frouezh trevell e ene, hag e vo gwalc'het anezhañ. Va servijer reizh a reishaio kalz a dud dre an anaoudegezh o devo anezhañ, hag eñ e-unan a zougo o direizhder.


Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.


Lavarout a reas: Selaouit mat va c'homzoù: Ma'z eus ur profed en ho touez, me an AOTROU en em roio da anavezout dezhañ dre weledigezh ha me a gomzo outañ dre huñvre.


Evel ma soñje e kement-se, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas dezhañ dre e gousk, o lavarout: Jozef mab David, na’z pez ket aon da gemer ganit Mari da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel,


Goude marv Herodez, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas da Jozef en Ejipt dre un huñvre,


Met, pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec’h e dad Herodez, en doe aon da vont di. O vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, en em dennas e kostezioù Galilea.


Rak anavezout a rae e oa dre avi o doa e lakaet etre e zaouarn.


Pilat, o welout penaos ne c’houneze netra met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc’has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ. Ouzhoc’h-c’hwi e sell kement-se.


o lavarout: Pec’het em eus o troukreiñ ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhañ: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit.


Evidomp ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon oberoù, met hemañ n’en deus graet droug ebet.


Ar c’hantener, o welout ar pezh a oa c’hoarvezet, a roas gloar da Zoue o lavarout: A dra sur, an den-mañ a oa reizh.


Neuze Pilat, o klevout ar gomz-se, a gasas Jezuz er-maez hag a azezas war e gador-varn el lec’h galvet ar Pavez, en hebraeg Gabbata.


D’un deiz divizet, Herodez, gwisket gant e zilhad-roue hag azezet war e dron, a reas ur brezegenn dezho.


E-pad ma oa Gallion prokoñsul en Akaia, ar Yuzevien en em savas a-unvan a-enep Paol hag en degasas dirak al lezvarn,


Hag e kasas anezho kuit eus al lezvarn.


Neuze an holl C’hresianed a gemeras Sosten penn ar sinagogenn hag a gannas anezhañ dirak al lezvarn, ha Gallion ne reas van ebet a gement-se.


Paol a lavaras: Dirak lezvarn Kezar emaon, amañ eo ret din bezañ barnet. Ne’m eus graet droug ebet d’ar Yuzevien, evel ma c’houzout ervat.


Deuet int eta en em zastum amañ hag on azezet hep dale, an deiz war-lerc’h, war ar gador-varn o c’hourc’hemenn degas an den-se.


Ne chomas en o zouez nemet dek devezh hag e tiskennas da Gezarea. An deiz war-lerc’h, ec’h azezas war e gador-varn hag e c’hourc’hemennas degas Paol.


eñ ha n’en deus graet pec’hed ebet ha n’eus ket bet kavet tromplerezh en e genoù,


Va bugale vihan, skrivañ a ran an traoù-mañ deoc’h evit na bec’hot ket. Ha mar en deus unan bennak ac’hanoc’h pec’het, hon eus un alvokad e-kichen an Tad, Jezuz-Krist ar reizh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos