Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 26:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Gouezit hepken mar lakait ac'hanon d'ar marv, e lakaiot gwad didamall warnoc'h, war ar gêr-mañ, war he zud. Rak e gwirionez en deus va c'haset an AOTROU etrezek ennoc'h evit disklêriañ ouzh ho tivskouarn ar c'homzoù-mañ.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 26:15
21 Referencias Cruzadas  

Hag e lavaras: Petra ac'h eus graet? Mouezh gwad da vreur a gri eus an douar betek ennon.


Ruben a respontas o lavarout: Ha ne'm eus ket lavaret deoc'h: Na rit ket ar pec'hed-se a-enep ar bugel? Met n'hoc'h eus ket selaouet ha setu, e wad a zo goulennet diouzhimp.


hag ivez en abeg d'ar gwad didamall en doa skuilhet, rak leuniet en doa Jeruzalem a wad didamall. Hag an AOTROU ne fellas ket dezhañ pardoniñ.


Ar roue Joaz n'en doe ket soñj eus ar vadelezh en doa bet en e geñver Jehojada tad Zakaria, hag e lazhas e vab, a lavaras en ur vervel: An AOTROU a wel hag a c'houlenno kont!


C'hwec'h tra a zo kasaet gant an AOTROU, seizh zoken a zo euzhus evitañ:


An daoulagad otus, an teod gaouiat, an daouarn a skuilh ar gwad didamall,


Skoet em eus war o mibien en aner, n'o deus ket degemeret ar c'helennadur. Ho kleze en deus lonket ho profeded, evel ul leon distrujer.


Betek pleg da sae zoken emañ gwad eneoù ar re zidamall baour, na'z poa ket kavet en disentidigezh.


Met da zaoulagad ha da galon n'int nemet evit da wallc'hoant, evit skuilhañ ar gwad didamall, evit mac'homañ ha gwaskañ.


evel-henn e komz an AOTROU: Grit hervez ar varnedigezh hag ar reizhder, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac'homer, na vac'hit ket an diavaeziad nag an emzivad nag an intañvez, na vezit ket taer, na skuilhit ket ar gwad didamall el lec'h-mañ.


Jeremiaz a gomzas ouzh an holl briñsed hag ouzh an holl bobl o lavarout: An AOTROU eo en deus va c'haset da brofediñ a-enep an ti-mañ hag a-enep ar gêr-mañ an holl gomzoù hoc'h eus klevet.


Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se:


na rit ket gaou ouzh an diavaeziad, ouzh an emzivad, ouzh an intañvez, na skuilhit ket el lec'h-mañ ar gwad didamall, n'it ket war-lerc'h an doueoù all evit ho tistruj,


Ne gousiot ket ar vro ma viot o chomo enni, rak ar gwad a gousi ar vro. Ha ne vo ket graet dic'haou evit ar vro eus ar gwad a vo bet skuilhet enni, nemet dre wad an hini en devo e skuilhet.


Judaz, an hini en droukroe, a gemeras ar gomz hag a lavaras: Ha me eo, Mestr? Eñ a lavaras dezhañ: Lavaret ec’h eus.


hag en em guzuilhjont evit gouzout penaos kregiñ e Jezuz dre droidell hag e lakaat d’ar marv.


O vezañ daoulinet, e krias gant ur vouezh kreñv: Aotrou, na laka ket ar pec’hed-mañ warno! O vezañ lavaret kement-se, e chomas kousket.


evit na vo ket skuilhet gwad didamall e-barzh ar vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit evel hêrezh, ha ne vi ket kablus a wad.


Rak skuilhet o deus gwad ar sent hag ar brofeded, hag ec’h roet eus dezho gwad da evañ. Henn meritout a reont.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos