N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha ne c’hellont ket lazhañ an ene. Doujit kentoc’h an hini a c’hell lakaat an ene hag ar c’horf er gehenn.
Mazhev 26:74 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ: N’anavezan ket an den-se. Raktal ar c’hilhog a ganas. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e commansaz da zrouk‐pedi ha da douat, en eur lavaret: Ne anavezan ket an den‐ze; ha rag‐tal ar c’hilloc a ganaz. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé hum laquas de goal‐bedein ha de douïein ne hanàué quet en den‐zé, ha quentéh er hog e gannas. |
N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha ne c’hellont ket lazhañ an ene. Doujit kentoc’h an hini a c’hell lakaat an ene hag ar c’horf er gehenn.
Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos en noz-mañ, a-raok ma kano ar c’hilhog, te az po va dinac’het teir gwech.
Ur pennad goude, ar re a oa eno a dostaas hag a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak da anavezout a reer diouzh da yezh.
Pêr en doe soñj eus ar ger en doa Jezuz lavaret: A-raok ma kano ar c’hilhog, te az po va dinac’het teir gwech. Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c’hwervder.
Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos hiziv, en noz-mañ, a-raok ma kano ar c’hilhog div wech, te az po va dinac’het teir gwech.
Met eñ a nac’has kement-se hag a lavaras: N’ouzon ket, ne gomprenan ket petra a lavarez. Mont a reas er-maez dindan ar porched, hag ar c’hilhog a ganas.
Met Pêr a lavaras: Den, n’ouzon ket petra a lavarez. Ha kerkent, evel ma komze c’hoazh, ar c’hilhog a ganas.
Rak karout a rafen bezañ va-unan milliget ha dispartiet diouzh Krist evit va breudeur, va c’herent hervez ar c’hig,
a lavaras d'e vamm: Ar mil kant pezh arc'hant a oa bet tapet dit, hag az poa distaget mallozhioù war o divout zoken ouzh va divskouarn, setu an arc'hant-se a zo etre va daouarn, me eo en doa e dapet. Neuze e vamm a lavaras: Ra vo benniget va mab gant an AOTROU.
Koulskoude ne c'hellomp ket reiñ dezho gwragez diouzh hor merc'hed, rak mibien Israel o deus touet o lavarout: Ra vo milliget an hini a roio ur wreg da Venjamin!