Mazhev 24:51 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag e tispenno anezhañ hag e roio dezhañ e lod gant ar bilpouzed. Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag e tispartio anezhan diouz ar re all, hag e roio dezhan he lod gant an hipocrited: eno e vezo ar gwelvan hag ar skrign‐dent. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag er rannou hag el laquei é lod guet en dud lan a gueùïér: Ino e vou clemmeu hirvoudus ha tarhereah‐dent. |
Ar bec'herien a zo spouronet e Sion, ar grenijenn he deus kroget ar re fall. Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant un tan loskus? Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant flammoù peurbadus?
Evel-se eo da rannad, al lodenn am eus muzuliet dit, eme an AOTROU, rak ec'h eus va ankounac'haet ha lakaet da fiziañs er gaou.
Neuze ar roue a lavaras d’ar vevelien: Ereit e zaouarn hag e dreid, kemerit anezhañ d’e deurel en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
Ha taolit ar servijer didalvoud en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
met bugale ar rouantelezh a vo taolet e deñvalijenn an diavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
mestr ar servijer-se a zeuio en deiz na c’hortoz ket hag en eur na oar ket, e tilamo anezhañ hag e roio dezhañ e lod gant ar re zifeiz.
Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c’hwi taolet er-maez.