Neuze an holl dud skiantek a rae holl labour ar santual a guitaas pep hini anezho al labour a rae,
Mazhev 24:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e aotrou war e dud evit reiñ dezho boued en amzer dereat? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Piou eo eta ar servicher fidel ha fur a zo bet lakeat gant he aotrou da vestr var he diegez, evit rei d’he vevelien ho boued d’ar poent? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Pihue enta e zou er méhuel fur hag a squian vad, péhani en dès é Eutru carguet a é tyagueah, eit rein de gourz de beb unan é vouit? |
Neuze an holl dud skiantek a rae holl labour ar santual a guitaas pep hini anezho al labour a rae,
Grad-vat ar roue a zo evit ar servijer poellek, met droug a vo a-enep an hini a raio mezh dezhañ.
An den leal en devo bennozhioù e-leizh, met an hini a hast pinvidikaat ne chomo ket digastiz.
Mab an den, profediñ a ri a-enep mêsaerien Israel, profediñ a ri hag e lavari d'ar vêsaerien-se: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur da vêsaerien Israel na beuront nemeto o-unan! Ha ne vefe ket ret d'ar vêsaerien peuriñ an tropell?
Hag e lavaras din: Amañ emañ ar c'heginoù, e-lec'h ma vo lakaet da virviñ gant servijerien an ti aberzhoù ar bobl.
Setu, e kasan ac’hanoc’h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered ha eeun evel koulmed.
Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.
E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma’z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.
E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma’z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.
Piv bennak eta a glev ar gerioù-mañ a lavaran hag a sent outo, a lakain heñvel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc’h.
Eñ a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat, abalamour ma’z out bet feal e nebeut a draoù, ez po ar galloud war dek kêr.
Lakait eta evezh ouzhoc’h hoc’h-unan hag ouzh an holl dropell en deus ar Spered-Santel ho lakaet eskibien warnañ, da beuriñ Iliz Doue en deus prenet gant e wad e-unan.
Trugarekaat a ran an hini en deus va nerzhet, Jezuz-Krist hon Aotrou, dre ma en deus va c’havet feal o lakaat ac’hanon er servij,
An traoù ac’h eus klevet diganin dirak meur a dest, fizi anezho e tud feal a vo barrek da gelenn ivez ar re all.
Moizez e gwirionez a zo bet feal en e holl di evel ur servijer, evit reiñ testeni d’ar pezh a dlee bezañ lavaret,
Anavezout a ran da oberoù, e pelec’h e chomez, e-lec’h ma emañ tron Satan. Hag e talc’hez va anv ha ne’c’h eus ket nac’het va feiz, zoken en deizioù ma’z eo bet lakaet d’ar marv Antipaz, va merzher feal, en ho touez, e-lec’h ma chom Satan.
Ar servijer karget eus ar vederien a respontas: Ur vaouez yaouank eus Moab eo, deuet eo gant Naomi eus maezioù Moab.