En deñvalijenn e toullont an tiez o doa merket war an deiz. N'anavezont ket ar sklêrijenn.
Mazhev 24:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet beilhadenn eus an noz e tlefe ar laer dont, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen gouezit an dra‐man, penaos ma ouefe ar pen‐tiegez da be boent euz an noz e tle al laër dond, e veillfe ha na lezfe ket toulla he di. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 N’en dé guir penaus pe houyéhé en Pentiec de béh ær é teli donnet, ean e vehé arh é hoard, ha ne lausquehé quet é dy de vout toullet? |
En deñvalijenn e toullont an tiez o doa merket war an deiz. N'anavezont ket ar sklêrijenn.
Dre-se c’hwi ivez, en em zalc’hit prest, rak Mab an den a zeuio d’an eur na soñjit ket.
E-pad ma’z aent da brenañ e teuas ar pried. Ar re a oa prest a zeuas gantañ e sal an eured, hag e voe serret an nor.
Beilhit eta, rak n’ouzoc’h ket pegoulz e teuio mestr an ti, d’an abardaez, da hanternoz, da gan ar c’hilhog pe diouzh ar beure,
Gwelout a reas o doa kalz a boan o roeñvat rak an avel a oa en o enep. War-dro ar bedervet beilhadenn eus an noz, e teuas d’o c’havout o kerzhout war ar mor, ha c’hoant en doa d’o diaraogiñ.
Mar deu d’an eil pe d’an drede veilhadenn, ha mar o c’hav er stad-se, eürus ar servijerien-se!
Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet eur e tlefe dont al laer, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di.
Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec’hout diouzh an holl draoù-se a dle c’hoarvezout, ha da badout dirak Mab an den.
Setu, e teuan evel ul laer. Eürus an hini a veilh hag a ziwall e zilhad, evit na gerzho ket en noazh ha na vo ket gwelet e vezh.
Az pez soñj eta eus ar pezh ac’h eus resevet ha klevet, mir anezhañ hag az pez keuz. Ma ne veilhez ket, dont a rin da’z kavout evel ul laer, ha ne ouezi ket da bet eur e teuin da’z kavout.