D'abardaez ec'h erruas ma savas David a-ziwar e wele, hag evel ma pourmene war doenn ti ar roue, e welas diwar an doenn ur vaouez oc'h en em walc'hiñ. Ar vaouez a oa kaer-meurbet da welout.
Mazhev 24:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned an hini a vo war an doenn, ra ne ziskenno ket da gemer ar pezh a zo en e di, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) an hini a vezo var gorre an ti, diwallo da zisken evit kemeret tra e‐bed euz he di; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 En nemb e vou arh en douén ne zischennéet quet eit quemér nitra en é dy; |
D'abardaez ec'h erruas ma savas David a-ziwar e wele, hag evel ma pourmene war doenn ti ar roue, e welas diwar an doenn ur vaouez oc'h en em walc'hiñ. Ar vaouez a oa kaer-meurbet da welout.
Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Kroc'hen evit kroc'hen! Kement en deus un den a rofe evit e vuhez.
Ar pezh a lavaran deoc’h en deñvalijenn, lavarit eñ er sklêrijenn, hag ar pezh a lavaran deoc’h e pleg ho skouarn, prezegit eñ war an toennoù.
Abalamour da-se e lavaran deoc’h: Na vezit ket nec’het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot pe a evot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n’eo ket muioc’h eget ar boued, hag ar c’horf muioc’h eget an dilhad?
Dre-se an traoù ho po lavaret en deñvalijenn a vo klevet er sklêrijenn, hag ar pezh ho po lavaret er skouarn er c’hambroù a vo prezeget war lein an tiez.
Pa ne ouient dre belec’h e gas e-barzh abalamour d’ar bobl, e pignjont war an ti, hag en diskennjont dre an teol gant e wele, e-kreiz an holl, dirak Jezuz.
An deiz war-lerc’h, evel ma oant en hent ha ma tostaent ouzh kêr, Pêr a bignas war leurdoenn an ti, war-dro ar c’hwec’hvet eur, da bediñ.
Pa savi un ti nevez, e ri un aspled en-dro d'e doenn, evit na lakai ket gwad war da di ma kouezhfe unan bennak ac'hane.