La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Mazhev 23:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

en ur lavarout: Mar vijemp bet en amzer hon tadoù, ne vijemp ket en em unanet ganto da skuilh gwad ar brofeded.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Hag e livirit: Mar vijemp bet en amzer hon tadou, na vijemp ket bet en em lakeat ganthe da skuill goad ar brofeted.

Ver Capítulo

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

Hag e laret: Mar vehemb bet én amzér hun tadeu ne vehemb quet bet lodêc guet‐hai én goaid er brofætèd.

Ver Capítulo



Mazhev 23:30
8 Referencias Cruzadas  

An AOTROU, Doue o zadoù, en doa kaset kemennoù dezho dre e gannaded, beure-mat e vezent kaset, rak truez en doa ouzh e bobl hag ouzh e chomlec'h.


Skoet em eus war o mibien en aner, n'o deus ket degemeret ar c'helennadur. Ho kleze en deus lonket ho profeded, evel ul leon distrujer.


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma savit bezioù d’ar brofeded ha ma vravait bezioù an dud reizh,


Testiñ a rit evel-se a-enep deoc’h hoc’h-unan penaos oc’h mibien ar re o deus lazhet ar brofeded.


Sellit ouzh Israel hervez ar c’hig. Ar re a zebr aberzhoù, ha n’o deus ket kenunvaniezh gant an aoter?


Hag an esperañs hon eus en ho keñver a zo start, oc’h anavezout penaos pa hoc’h eus lod er poanioù, ho po ivez lod er frealz.