Dorn Doue a oa ivez war Juda, o reiñ dezho ur galon unvan, evit ober an traoù gourc'hemennet gant ar roue hag ar pennoù, hervez komz an AOTROU.
Mazhev 23:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Grit eta ha mirit kement a lavaront deoc’h da virout, met na rit ket hervez o oberoù. Rak e lavaront met ne reont ket. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mirit eta, ha grit kement a lavaront deoc’h da ober; mes na rit ket hervez ho oberou, rag lavaret a reont, mes ne reont ket. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mired enta, ha groeit quement ind e larei d’oh; mæs ne rehet quet revé ou ç’oberieu; rac ind e lare, ha ne hrant quet. |
Dorn Doue a oa ivez war Juda, o reiñ dezho ur galon unvan, evit ober an traoù gourc'hemennet gant ar roue hag ar pennoù, hervez komz an AOTROU.
Ma rez kement-se ha ma ren Doue warnout, e c'helli derc'hel hag ar bobl-mañ en em gavo e peoc'h en e lec'h.
Dont a reas ivez etrezek egile hag e lavaras an hevelep tra. Hag hemañ a respontas: Mont a ran, aotrou. Met ne d-eas ket.
Eren a reont bec’hioù pounner ha diaes da zougen, ha o lakaont war divskoaz an dud, met ne fell ket dezho stekiñ outo gant o biz.
Ra blego pep den d’ar galloudoù uhel, rak n’eus galloud ebet nemet eus Doue, hag ar galloudoù a vez kavet, a zo bet lakaet gant Doue.
Setu, kelennet em eus deoc'h ar reolennoù hag ar barnedigezhioù, evel m'en deus gourc'hemennet din an AOTROU va Doue, evit ma reot diouto e-kreiz ar vro ma'z eot e-barzh d'he ferc'hennañ.
Tosta, te, ha selaou kement a lavaro an AOTROU hon Doue, ha goude e tegasi deomp kement en devo lavaret an AOTROU hon Doue, ha ni a selaouo ha ni a raio diouzh-se.
o devo an diavaez a zoujañs-Doue met o devo dinac’het ar pezh a ra he nerzh. En em bella diouzh an dud-se.
Disklêriañ a reont anavezout Doue, met e zinac’h a reont dre o oberoù, o vezañ euzhus, disent, didalvez e-keñver pep ober mat.