Ha te Ezdra, laka melestrourien ha barnerien hervez furnez da Zoue a zo ennout, evit ma varnint an holl dud a zo en tu all d'ar stêr, an holl re a anavez lezennoù da Zoue; hag o c'helenni d'ar re n'o anavez ket.
Mazhev 23:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned a lavaras: Ar skribed hag ar farizianed a zo azezet war gador Moizez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar Scribed hag ar Farizianed a zo azezet var gador Moises. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 En ul laret: Er Scribed hag er Pharisiénèd e zou azéet arh gadoér Moïse. |
Ha te Ezdra, laka melestrourien ha barnerien hervez furnez da Zoue a zo ennout, evit ma varnint an holl dud a zo en tu all d'ar stêr, an holl re a anavez lezennoù da Zoue; hag o c'helenni d'ar re n'o anavez ket.
an Ezdra-mañ a bignas eus Babilon. Bez' e oa ur skrib desket e lezenn Moizez, en doa roet an AOTROU, Doue Israel. Hag ar roue a roas dezhañ an holl draoù en doa goulennet, dre ma oa dorn an AOTROU e Zoue warnañ.
Rak muzelloù an aberzhour a zle mirout an anaoudegezh, hag eus e c'henoù e klasker al lezenn, rak kannad AOTROU an armeoù eo.
Grit eta ha mirit kement a lavaront deoc’h da virout, met na rit ket hervez o oberoù. Rak e lavaront met ne reont ket.
En ur gelenn anezho, e lavare ivez dezho: Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù,
Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù, a gar ar c’hadorioù kentañ er sinagogennoù hag ar plasoù kentañ er festoù,
Ya, karout a ra ar pobloù, e holl sent a zo ez torn. En em zalc'het int ouzh da dreid, resevet o deus da gomzoù.