Mazhev 22:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned It eta er c’hroazhentoù ha galvit d’an eured ar re holl a gavot. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) It eta er c’hroaz‐hentchou, ha pedit d’an eured ar re holl a gavfot. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Quêrhet enta dré én henteu, ha pedet ol er ré e gavehet. |
n'en em zalc'h ket er c'hroashentoù, evit lazhañ he zec'hidi; na zroukro ket he re chomet bev en deiz an estrenvan
Respont a rejont dezhañ: Dre n’en deus den ebet gopret ac’hanomp. It ivez da’m gwinieg, emezañ, hag e resevot ar pezh a vo reizh.
E vevelien, o vezañ aet dre an hentoù, a zastumas kement a gavjont, mat ha fall, ha sal an eured a voe leuniet gant tud ouzh taol.
Neuze e lavaras d’e vevelien: An eured a zo prest, met ar re a oa bet pedet dezhi ne oant ket dellezek anezhi.
Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.
Rak evel-se en deus an Aotrou gourc’hemennet deomp: Da lakaet em eus evel sklêrijenn evit ar broadoù, evit degas ar silvidigezh betek pennoù pellañ an douar.
Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist
Ar Spered hag ar bried a lavar: Deus. Ra lavaro an hini a glev: Deus. Ra zeuio an hini en deus sec’hed. Ra gemero dour a vuhez evit netra an hini a fell dezhañ.