Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 22:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 E vevelien, o vezañ aet dre an hentoù, a zastumas kement a gavjont, mat ha fall, ha sal an eured a voe leuniet gant tud ouzh taol.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Hag he vevelien, o veza eat dre an hentchou, a zastumaz kement a gavjont a dud, mad ha fall, ha sal an eured a oe karget a dud pere a oa ouz taol.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

10 Hag é véhuélion e yas enta dré en henteu, hag e dolpas mad a fall, él m’ou doé cavet, ha sal en æred e zas de vout lan a dud doh taul.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 22:10
15 Referencias Cruzadas  

ar park eo ar bed; an had mat eo bugale ar rouantelezh; an dreog eo bugale an droug;


It eta er c’hroazhentoù ha galvit d’an eured ar re holl a gavot.


E-pad ma’z aent da brenañ e teuas ar pried. Ar re a oa prest a zeuas gantañ e sal an eured, hag e voe serret an nor.


Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont en em c’hlac’hariñ e-pad ma’z emañ ar pried ganto? Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint.


hag o tistreiñ d’ho kavout, na rofe Doue din mezh en ho touez, na’m befe da ouelañ war meur a hini eus ar re o deus pec’het diagent ha n’o deus ket bet keuz eus an dic’hlanded, eus an hudurniezh hag eus ar c’hadaliezh o deus graet.


Aet int er-maez eus hon touez, met ne oant ket eus hor re, rak ma vijent bet eus hor re, e vijent chomet ganeomp. Met aet int er-maez evit ma vije diskouezet ne oant ket holl eus hor re.


Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,


Goude-se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c’helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc’he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos