E dreid en em zalc’ho, en deiz-se, war Venez an Olived, a zo dirak Jeruzalem, er sav-heol. Ha Menez an Olived a faouto dre e greiz, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, hag e vo un draonienn vras-meurbet. Un hanter eus ar menez a yelo war-zu an hanternoz, hag an hanter all war-zu ar c’hreisteiz.
Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c’hoarvezo an traoù-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed?