Ha Jesus, o veza galvet anezhe, a lavaraz dezhe: Gouzoud a rit penaos prinsed an nationou a zo mestr varnezhe, ha penaos ar re vraz a c’houarn anezhe gant otorite.
Mæs Jesus hou galhuas dirac‐t‐hou, hag e laras: Gout e ret penaus er Penneu vras ag en dud en dès pérh arh‐nehai, ha penaus er ré guelloudec e ziscoua ou bili arh‐nehai.
Bremañ eta mard oc'h prest, kerkent hag e klevot son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stouot hag ec'h azeulot an delwenn am eus savet. Met ma n'azeulit ket, raktal e viot taolet er fornez-dan grizias. Ha petore doue a zieubo ac'hanoc'h eus va dorn?
En abeg d'ar veurdez en doa roet dezhañ, an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a grene dirazañ hag a zouje anezhañ. Lakaat a rae d'ar marv ar re a felle dezhañ, hag e leze ar vuhez gant ar re a felle dezhañ. Uhelaat a rae ar re a felle dezhañ, hag ec'h izelae ar re a felle dezhañ.
Jezuz o galvas hag a lavaras dezho: Gouzout a rit penaos ar re a seller evel pennoù ar vroadoù a vestroni anezho ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno.