Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 20:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Ne vo ket evel-se en ho touez. Met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

26 Mes n’e ket evel‐se eo e tle beza en ho touez; er c’hontrol, piou‐benag a fello dezhan beza braz en ho touez, ra vezo servicher deoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

26 Ne vou quet él‐cé étré‐z’oh; mæs pihue‐benac e fellou dehou bout brassoh étré‐z‐oh, revou goah aveid oh.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 20:26
23 Referencias Cruzadas  

Drougiezh 'zo en da loustoni. Pa em eus klasket da c'hlanaat, n'out ket deuet da vezañ glan, ha neuze ne vi ken glanaet eus da loustoni, ken na'm bo sevenet va c'hounnar a-enep dit.


ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c’hentañ en ho touez, a vo ho sklavour.


Neuze int a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon, pe sec’hed, diavaeziad, pe en noazh, pe klañv, pe er prizon, ha n’hon eus ket da sikouret?


Bez’ e oa ivez meur a wreg a selle a-bell, ar re o doa heuliet Jezuz adalek Galilea ouzh e servijañ.


Ne vo ket evel-se en ho touez. Met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer,


Rak Mab an den n’eo ket deuet da vezañ servijet, met da servijañ hag da reiñ e vuhez evel daspren evit kalz.


O vezañ azezet, e c’halvas an daouzek hag e lavaras dezho: Mar c’hoanta unan bennak bezañ ar c’hentañ, e vo an diwezhañ eus an holl, ha servijer an holl.


Me a lavar deoc’h, hemañ a zistroas reishaet d’e di kentoc’h eget egile. Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.


Met ne vo ket evel-se etrezoc’h. Mat ra vo an hini brasañ en ho touez evel an hini bihanañ, hag an hini a ren evel an hini a servij.


Jezuz a respontas: Va rouantelezh n’eo ket eus ar bed-mañ. Mar bije va rouantelezh eus ar bed-mañ, va servijerien a stourmje evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien, met bremañ va rouantelezh n’eo ket ac’han.


O vezañ erruet e Salamin, e prezegjont ger Doue e sinagogennoù ar Yuzevien. Bez’ e oa ivez Yann ganto evit o sikour.


n’eo ket e renomp war ho feiz, met e kenlabouromp d’ho levenez. Rak e chomit start dre ar feiz.


Ra roio an Aotrou dezhañ kaout trugarez dirak an Aotrou en deiz-se. Gouzout a rez gwelloc’h eget den pegement eo bet talvoudus din en Efez.


C’hoant em boa d’e zerc’hel ganin, evit ma servije ac’hanon en da lec’h en ereoù ma’z on evit an Aviel.


Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?


Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


nann evel pa vijec’h mestr war ar re a zo fiziet ennoc’h met o vezañ skouer vat an tropell.


Gwelout a ris ar wreg mezvet gant gwad ar sent ha gant gwad merzherien Jezuz, hag e krogas ur souezh vras ennon o welout anezhi.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos