Met kalz eus ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, ha kalz eus ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.
Mazhev 20:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-se ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ, hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ. Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Evel‐se ar re ziveza a vezo ar re genta, hag ar re genta ar re ziveza; rag kalz a zo galvet, mes neubeud a zo choazet. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 El‐cé er ré dehuéhan e vou er ré guetan, hag er ré guetan e vou er ré dehuéhan: rac paud e zou galhuet, mæs dibaud e zou difforhet. |
Met kalz eus ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, ha kalz eus ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.
Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar gisti ho tiaraog e rouantelezh Doue.
It e-barzh dre an nor strizh. Rak ledan eo an nor ha frank eo an hent a gas d’ar gollidigezh, ha kalz a dud a dremen dre eno.
Me a lavar deoc’h, ez eus evel-se muioc’h a levenez en neñv evit ur pec’her hepken hag en deus keuz eget evit naontek ha pevar-ugent den reizh n’o deus ket ezhomm a geuzidigezh.
Dre-se e lavaran dit, he fec’hedoù niverus a zo bet pardonet dezhi, rak karet he deus kalz. Met an neb a bardoner nebeut dezhañ, a gar nebeut.
Hogen al lezenn a zo deuet evit lakaat ar pec’hed da fonnañ; met e-lec’h m’en deus ar pec’hed fonnet, ar c’hras he deus dreistfonnet,
Hag ar re en deus raktonket, en deus ivez o galvet. Hag ar re en deus galvet, en deus ivez o reishaet. Hag ar re en deus reishaet, en deus ivez roet gloar dezho.
Petra a lavarimp eta? Penaos ar baganed na glaskent ket ar reizhder, o deus kavet ur reizhder, ar reizhder a zo dre ar feiz,
Setu perak ne baouezomp ket da drugarekaat Doue evidoc’h rak, pa hoc’h eus resevet ger Doue disklêriet deoc’h ganeomp, hoc’h eus e zegemeret nann evel ger an dud, met evel ma’z eo e gwirionez, evel ger Doue. Hag e labour gant nerzh ennoc’h-c’hwi ar re a gred.