Evel-henn e komz an AOTROU: Pelec'h emañ ar skrid a dorr-dimeziñ eus ho mamm, am eus kaset kuit anezhi drezañ? Piv eo an hini eus va c'hredourien am eus gwerzhet ac'hanoc'h dezhañ? Setu, en abeg d'ho pec'hedoù ez oc'h bet gwerzhet, en abeg d'ho mankoù eo bet kaset kuit ho mamm.
Hag em eus gwelet penaos, petra bennak ma em eus kaset kuit Israel an adfeilherez en abeg d'hec'h avoultriezh, ha ma em eus roet dezhi he skrid a dorr-dimeziñ, Juda ar c'hanazez n'he deus ket bet aon, hag eo en em roet d'ar gasterezh hi ivez.
Rak kasaat a ran ar c'has-kuit, eme an AOTROU Doue Israel, hag an hini a c'holo a zismegañs e zilhad, eme AOTROU an armeoù. Taolit evezh eta ouzh ho spered, ha na vezit ket disleal.
Jezuz a respontas dezho: Abalamour da galeter ho kalon eo en deus Moizez roet galloud deoc’h da gas kuit ho kwragez, met er penn-kentañ ne oa ket evel-se.