La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Mazhev 18:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Rak Mab an den a zo deuet da saveteiñ ar re a oa kollet.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Rag Mab an den a zo deuet da zavetei ar pez a oa kollet.

Ver Capítulo

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

Rac Mab en Dén e zou deid de salvein er ré péhani e oé collet.

Ver Capítulo



Mazhev 18:11
12 Referencias Cruzadas  

met it kentoc’h etrezek deñved kollet ti Israel.


Respont a reas: N’on bet kaset nemet etrezek an deñved kollet eus ti Israel.


Petra a soñj deoc’h? Mar en deus un den kant dañvad hag e teufe unan anezho da vezañ dianket, ha ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all war ar menezioù evit mont da glask an hini a zo dianket?


Jezuz o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N’eo ket ar re a zo yac’h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv.


rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d’en em laouenaat.


Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet.


Rak Mab an den a zo deuet da glask ha da saveteiñ ar pezh a oa kollet.


rak Mab an den n’eo ket deuet evit koll an dud, met evit o salviñ. Hag ez ejont da ur vourc’h all.


Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ. Me a zo deuet evit m’o devo ar vuhez, ha m’o devo anezhi gant fonnuster.


Mar klev unan bennak va gerioù ha ne gred ket, ne varnan ket anezhañ, rak n’on ket deuet evit barn ar bed, met evit saveteiñ ar bed.


Rak Doue n’en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ.


Ar ger-mañ a zo asur ha dellezek a bep fiziañs: Jezuz-Krist a zo deuet er bed evit salviñ ar bec’herien, ez on-me ar c’hentañ anezho.