Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 18:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Petra a soñj deoc’h? Mar en deus un den kant dañvad hag e teufe unan anezho da vezañ dianket, ha ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all war ar menezioù evit mont da glask an hini a zo dianket?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Petra a zeblant deoc’h? Mar hen deuz eun den kant danvad, ha mar deu unan anezhe da veza dianket, daoust ha na lez ket eno an naontec ha pevar‐ugent all, evit mond er meneziou da glask an hini a zo dianket?

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

12 Petra e chonget‐hui? Mar en dehé en dén cant davad, hag e tehé unan anehai de vout dianquet, ha ne lausquehé quet en nandêc ha puar uiguênt arall, aveid monnet ér manéieu de glasq en hani e zou dianquet.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 18:12
17 Referencias Cruzadas  

Ha komz an AOTROU a voe disklêriet da Elia an Tishbiad o lavarout:


Dianket on evel un dañvad kollet: klask da servijer, rak ne'm eus ket ankounac'haet da c'hourc'hemennoù.


Bez' e oamp holl dianket evel deñved, pep hini ac'hanomp a heulie e hent e-unan, hag an AOTROU en deus lakaet da vont warnañ hon direizhder deomp-ni holl.


Va fobl a zo bet evel deñved dianket, o mesaerien o deus kollet anezho, hag o deus graet dezho kantren dre ar menezioù. Aet int eus ur menez d'ur c'hrec'h, hag o deus disoñjet o c'hraou.


Evel ma klask ar mêsaer e dropell en deiz ma'z emañ e-kreiz e zeñved stlabezet, evel-se e klaskin va deñved, dastum a rin anezho eus an holl lec'hioù ma vint bet strewet en devezh a goumoul hag a deñvalijenn.


Klask a rin an hini gollet, degas a rin en-dro an hini zianket, pakañ a rin an hini dorret hec'h ezel, nerzhañ a rin an hini glañv, met e tistrujin ar re lart ha nerzhus. O feuriñ a rin gant skiant.


Ne vint ken preizh ar broadoù, loened an douar n'o debrint ken, hag e vint o chom e surentez, hep ma vefe den d'o spontañ.


N'hoc'h eus ket nerzhet ar re zinerzh, n'hoc'h eus ket louzaouet an hini glañv, n'hoc'h eus ket paket an hini dorret hec'h ezel, n'hoc'h eus ket kerc'het an hini zianket, n'hoc'h eus ket klasket an hini gollet, met renet hoc'h eus warno gant kaleter ha rustoni.


Va deñved a zo bet o kantreal war an holl venezioù ha war an holl grec'hioù, va deñved a zo bet stlabezet war holl c'horre an douar, ha n'eus bet den o klask pe o kerc'hat anezho.


Eñ a respontas dezho: Pehini ac’hanoc’h, mar en deus un dañvad ha ma kouezh en ur poull un deiz sabad, ne zeu ket d’e dennañ ha d’e sevel?


Ha mar c’hoarvez dezhañ e gavout, me a lavar deoc’h e gwirionez, bez’ en deus muioc’h a levenez diwar-benn hemañ eget diwar-benn an naontek ha pevar-ugent n’int ket bet dianket.


Petra a soñjit? Un den en doa daou vab. O vont etrezek an hini kentañ, e lavaras dezhañ: Va mab, kae hiziv da labourat em gwinieg.


o lavarout: Petra a soñjit eus ar C’hrist? Da biv eo mab? Int a lavaras dezhañ: Da Zavid.


Komz a ran deoc’h evel da dud a skiant. Barnit hoc’h-unan ar pezh a lavaran.


Rak bez’ e oac’h evel deñved dianket, met bremañ ez oc’h distroet da vesaer ha diwaller hoc’h eneoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos