Hag e voe treuzneuziet dirazo. E zremm a lugernas evel an heol hag e zilhad a zeuas gwenn evel ar gouloù.
Mazhev 17:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned C’hwec’h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann e vreur, hag o c’hasas a-du war ur menez uhel. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) C’houec’h devez goude Jesus a gemeraz ganthan Per, Jakes, ha Ian, he vreur, hag ho c’hassaz a‐gostez var eur menez huel. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha huéh zeuéh goudé, Jesus e gueméras guet‐hou Pierre, Jâq ha Yehan é vrér, ou hassas én ul léh distro, arh ur mané ihuel. |
Hag e voe treuzneuziet dirazo. E zremm a lugernas evel an heol hag e zilhad a zeuas gwenn evel ar gouloù.
Kemer a reas gantañ Pêr ha daou vab Zebedea, hag e voe leuniet a dristidigezh hag a anken.
Evel ma oa azezet war Venez an Olived dirak an templ, Pêr, Jakez, Yann hag Andrev a c’houlennas a-du digantañ:
Pa voe deuet en ti, ne lezas den da vont e-barzh, nemet Pêr, Jakez, Yann, ha tad ha mamm ar plac’hig.
Setu an trede gwech ma’z an d’ho kavout. War gomz daou pe dri dest pep tra a vo peurglozet.
Rak n’eo ket oc’h heuliañ mojennoù savet gant ampartiz hon eus roet deoc’h da anavezout galloud ha donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist, met goude bezañ gwelet e splannder gant hon daoulagad hon-unan.
Ha klevet hon eus ar vouezh-se deuet eus an neñv pa oamp asambles gantañ war ar menez santel.