Ar farizianed hag ar sadukeiz a dostaas outañ hag, evit e demptañ, a c’houlennas digantañ diskouez dezho ur mirakl eus an neñv.
Mazhev 16:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Penaos eta ne gomprenit ket n’eo ket eus bara em eus komzet pa em eus lavaret deoc’h en em virout eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Penaos na gomprenit‐hu ket, n’eo ket divarben bara eo e komzen, p’am euz lavaret deoc’h en em viret ouz goell ar Farizianed hag ar Saduseed? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Perac ne huélet hui penaus ne m’ès chet conzet a vara d’oh, pe mès laret: Dihoallet ag er gouél er Pharisiénèd hag er Saducénèd. |
Ar farizianed hag ar sadukeiz a dostaas outañ hag, evit e demptañ, a c’houlennas digantañ diskouez dezho ur mirakl eus an neñv.
Neuze e komprenjont penaos n’en doa ket lavaret en em virout eus goell ar bara, met eus kelennadurezh ar farizianed hag ar sadukeiz.
Met, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d’e vadeziant, e lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc’h tec’hout diouzh ar gounnar da zont?
Eñ a reas outo an difenn-mañ: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag eus goell Herodez.
War gement-se, o vezañ en em zastumet tud a vilieroù ken ma kerzhent an eil war egile, en em lakaas da lavarout d’e ziskibien: En em virit dreist-holl eus goell ar farizianed, da lavarout eo ar pilpouzerezh.
Pilpouzed, anavezout a rit doareoù an neñv hag an douar, penaos eta n’anavezit ket an amzer-mañ?