Mazhev 16:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar farizianed hag ar sadukeiz a dostaas outañ hag, evit e demptañ, a c’houlennas digantañ diskouez dezho ur mirakl eus an neñv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e teuaz Farizianed ha Saduseed d’he gavout, hag evit he denti e c’houlenjont diganthan diskouez dezhe eur miracl‐benag euz an env. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha nezé er Pharisiénèd hag er Saducénèd e dostas dehou aveid en anzéein; Ind e houlenas guet hou de ziscoein dehai un dra verhudus én Nean. |
Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc’has raktal kuzul a-enep dezhañ evit e lakaat da vervel.
Ar farizianed a zeuas hag a lavarjont dezhañ evit e demptañ: Hag e c’hell un den kas e wreg kuit evit n’eus forzh peseurt abeg?
Met Jezuz, oc’h anavezout o fallentez, a lavaras dezho: Perak e temptit ac’hanon, pilpouzed?
An hevelep devezh, ar sadukeiz, ar re a lavar n’eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas d’e gavout hag a reas outañ ar goulenn-mañ:
An deiz war-lerc’h a oa deiz goude ar c’hempennadur, ar veleien vras hag ar farizianed en em zastumas, a yeas da gavout Pilat
Rak, me a lavar deoc’h, ma ne d-a ket ho reizhder dreist hini ar skribed hag ar farizianed, n’antreot ket e rouantelezh an neñvoù.
Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras d’e ziskibien: Perak e tebr ho mestr gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
Ar farizianed a zeuas hag a c’houlennas outañ evit e demptañ: Hag e c’hell un den kas e wreg kuit?
E baeañ a raimp-ni pe ne raimp ket? Met eñ, oc’h anavezout o filpouzerezh, a lavaras dezho: Perak e temptit ac’hanon? Degasit din un diner evit ma welin anezhañ.
Neuze ar sadukeiz, hag a lavar n’eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas d’e gavout hag a reas outañ ar goulenn-mañ:
Setu, un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras evit e amprouiñ: Mestr, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
Hiniennoù a-douez ar sadukeiz, ar re a nac’h e vefe un adsavidigezh a varv, a dostaas hag a reas outañ ar goulenn-mañ:
Lavarout a raent kement-se evit e amprouiñ hag evit gallout e damall. Met Jezuz, o daoublegañ, a skrivas gant e viz war an douar, evel ma ne gleve ket.
Evel ma komzent ouzh ar bobl, ar veleien, kabiten an templ hag ar sadukeiz a zeuas d’o c’havout,
Ar beleg-meur hag ar re holl a oa gantañ, da lavarout eo sektenn ar sadukeiz, en em savas hag a voe leuniet a warizi.