Neuze e teuas eus Baal-Shalisha un den a zegasas da zen Doue bara ar frouezh kentañ, ugent baraenn heiz hag ed kentañ en e sac'h. Elizea a lavaras: Ro d'an dud-se, ma tebrint.
Mazhev 15:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, o vezañ galvet e ziskibien, a lavaras: Truez am eus ouzh ar bobl-mañ, rak tri devezh a zo emaint em c’hichen ha n’o deus netra da zebriñ. Ne fell ket din o c’has war yun, gant aon na vankfe o nerzh en hent. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Jesus a c’halvaz d’he gavoud he ziskibien, hag a lavaraz dezhe: Truez em euz ouz ar bobl‐ze, rag tri devez zo emaint ganen, ha n’ho deuz netra da zibri; ha na fell ket d’in ho c’has kuit var iûn, gant aoun ne vankfe ho nerz dezhe en hent. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé Jesus e galhuas é zisciplèd, hag e laras: Truhé e mès doh en dud‐zé, rac bout e zou tri dé m’en dint doh me héli, hemp en dout nitra de zaibrein; ha ne vennan quet ou daveiein él‐cé d’er guær arh iun, gued eun ne gouheint arh en hent. |
Neuze e teuas eus Baal-Shalisha un den a zegasas da zen Doue bara ar frouezh kentañ, ugent baraenn heiz hag ed kentañ en e sac'h. Elizea a lavaras: Ro d'an dud-se, ma tebrint.
Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.
Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac’hano en ur vag evit en em dennañ a-du en ul lec’h distro. Ar bobl, o vezañ klevet-se, en heulias war droad eus ar c’hêrioù.
An diskibien a lavaras: Penaos e c’hellfemp kavout el lec’h distro-mañ bara a-walc’h da bredañ kement a dud?
O kaout truez outo, Jezuz a stokas ouzh o daoulagad. Ha raktal o daoulagad a resevjont ar gweled hag ec’h heuilhjont anezhañ.
hag a lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp penaos an trompler-se a lavaras pa oa bev: A-benn tri devezh ec’h adsavin a varv.
O welout an holl dud-se, en doe truez outo abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel deñved hep mesaer.
Alies en deus e daolet en tan hag en dour evit e lakaat da vervel. Met mar gellez un dra bennak, sikour ac’hanomp, az pez truez ouzhimp.
O c’hortoz m’en em ziskouezfe an deiz, Paol a alias anezho holl da gemer boued, o lavarout: Hiziv eo ar pevarzekvet devezh abaoe ma’z oc’h o c’hortoz war yun, hep kemer netra.
Rak n’hon eus ket ur beleg-meur na c’hellfe ket kaout truez d’hon dinerzhded, er c’hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec’hiñ.