Jezuz a lavaras dezho: Ha komprenet mat hoc’h eus an holl draoù-se? Ya Aotrou, a respontjont.
Mazhev 15:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha Jezuz a lavaras: Ha bez’ oc’h c’hwi ivez c’hoazh hep skiant? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a lavaraz: Daoust ha c’houi ive a zo c’hoas hep intentamant? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha Jesus e laras: Ha bout é m’oh hui hoah hemp gout? |
Jezuz a lavaras dezho: Ha komprenet mat hoc’h eus an holl draoù-se? Ya Aotrou, a respontjont.
Ne gomprenit ket penaos kement a ya er genoù, a ziskenn er c’hof hag a vez taolet er foz?
Penaos eta ne gomprenit ket n’eo ket eus bara em eus komzet pa em eus lavaret deoc’h en em virout eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz?
Bez’ oc’h c’hoazh hep skiant ha n’hoc’h eus ket soñj eus ar pemp bara hag ar pemp mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc’h,
Eñ a lavaras dezho: Ha bez’ oc’h eta c’hwi ivez hep skiant? Ne gomprenit ket penaos kement tra a zo er-maez hag a antre en den ne c’hell ket e lousaat?
Ne gomprenjont netra e kement-se. Ar c’homzoù-se a oa kuzhet evito ha ne ouient ket ar pezh a oa lavaret dezho.
Met ne gomprenent ket ar gomz-se. Teñval e oa evito, ne c’hellent ket intent anezhi ha ne gredent goulenn netra digantañ war gement-se.
Rak e-lec’h ma tlejec’h abaoe pell zo bezañ mistri, ezhomm hoc’h eus c’hoazh da zeskiñ ar c’hentelioù kentañ eus komzoù Doue, hag oc’h deuet da gaout ezhomm a laezh kentoc’h eget a voued kreñv.