E c'henoù a zo leun a vallozhioù, a douellerezh hag a flod. Dindan e deod, n'eus nemet drougiezh ha dismegañs.
Mazhev 15:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned N’eo ket ar pezh a ya er genoù a hudura an den, met ar pezh a zeu er-maez eus ar genoù eo a hudura an den. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) N’eo ket ar pez a ia er genou co a souil an den; mes ar pez a zeu er meaz euz ar genou, setu eno ar pez a souil an den. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Né quet er péh e ya ér héneu e houci en dén; mæs er péh e za er mæs ag er héneu, en dra‐zé e houci en dén. |
E c'henoù a zo leun a vallozhioù, a douellerezh hag a flod. Dindan e deod, n'eus nemet drougiezh ha dismegañs.
Dieub ac'hanomp, o AOTROU! Rak n'eus ken den mat ebet. Ar re leal a zo aet kuit a-douez mibien an dud.
Piv ac'h eus dismegañset ha goapaet? A-enep piv ec'h eus savet da vouezh, ha douget d'an nec'h da zaoulagad? A-enep Sant Israel eo.
Neuze e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Gouzout a rez penaos ar farizianed, o klevout ar pezh ac’h eus lavaret, o deus kavet tamall ennañ?
Netra eus ar pezh a zo er-maez eus an den hag a antre ennañ ne c’hell e huduraat, met ar pezh a zeu er-maez anezhañ, kement-se eo a hudura an den.
Gouzout a ran, ha sur mat on dre an Aotrou Jezuz n’eus netra dic’hlan anezhañ e-unan, koulskoude, an hini a gred ez eo un dra dic’hlan, an dra-se a zo dic’hlan evitañ.
rak rouantelezh Doue n’emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc’h ha levenez er Spered-Santel.
Na zistruj ket oberenn Doue evit ur boued. Gwir eo ez eo glan an holl draoù, met fall eo d’an den debriñ anezho en ur zont ur maen-kouezh.
o tifenn dimeziñ hag o c’hourc’hemenn tremen hep boued krouet gant Doue evit bezañ kemeret en ur drugarekaat gant an dud feal hag ar re o deus anavezet ar wirionez.
Pep tra a zo glan evit an hini a zo glan, met n’eus netra glan evit ar re zic’hlan hag evit ar re zifeiz, er c’hontrol, o skiant hag o c’houstiañs a zo huduraet.
N’en em lezit ket da vezañ stlejet dre gelennadurezhioù a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c’hras ha nann gant bouedoù n’o deus servijet da netra d’ar re staget outo.
O terc’hel lavarioù c’hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc’hoantoù ar c’hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec’het diouzh ar re a vev en diroll,