Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac’hano en ur vag evit en em dennañ a-du en ul lec’h distro. Ar bobl, o vezañ klevet-se, en heulias war droad eus ar c’hêrioù.
Mazhev 14:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An abardaez o vezañ deuet, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec’h-mañ a zo distro ha diwezhat eo, kas kuit ar bobl, evit ma’z aint er bourc’hioù da brenañ boued. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha diouz an abardaez, he ziskibien a zeuaz d’he gavout, en eur lavaret: Al leac’h‐man a zo dezert ha divezad eo dija; kas kuit ar bobl, evit ma’z aint er villajennou, ha ma prenint boued. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag ardrô en handerhue, é zisciplèd e zas d’en gavouèt, én ul laret: El léh‐men e zou distrô, hag en amzér e zou berreit; casset en dud‐cé quit, aveid ma elleint monnet ér hærieu, ha ma preneint bouit aveid hai. |
Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac’hano en ur vag evit en em dennañ a-du en ul lec’h distro. Ar bobl, o vezañ klevet-se, en heulias war droad eus ar c’hêrioù.
Jezuz, o vezañ aet er-maez, a welas ul lod bras a dud, en doe truez outo hag a yac’haas o c’hlañvourien.
Jezuz a lavaras dezho: N’o deus ket ezhomm da vont kuit, roit hoc’h-unan da zebriñ dezho.
Eñ ne respontas ket ur ger dezhi, hag e ziskibien a dostaas outañ hag a bedas anezhañ en ur lavarout: Kas anezhi kuit, rak krial a ra war hol lerc’h.
Ha mar kasan anezho war yun d’o ziez, o nerzh a vanko dezho en hent, rak darn anezho a zo deuet a-bell.
Evel ma’c’h izelae an deiz, an daouzek a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Kas kuit ar bobl, evit ma’z aint er bourc’hioù hag er c’hêrioùigoù en-dro, da lojañ ha da brenañ boued, rak amañ emaomp en ul lec’h distro.