Mazhev 13:54 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ deuet en e vro, e kelennas anezho en o sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A-belec’h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o veza deuet en he vro he‐unan, e kelenne anezhe en ho zinagogou, en hevelep doare ma oant mantret, ha ma lavarent: A be leac’h e teu da he‐man ar furnez hag ar burzudou‐ze? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha goudé bout deid en é vro, e tesqué anehai en ou synagogueu, hag en dud e oé souéhet, hag e laré: A be ban e ma deid d’en dén‐men er furnæz‐zé, ha quement a guelloud? |
Dont a reas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.
Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl.
P’en doe Jezuz peurlavaret ar c’homzoù-mañ, ar bobl a voe souezhet gant e gelennadurezh,
Met Paol ha Barnabaz a lavaras dezho gant hardizhegezh: Deoc’h-c’hwi e oa ret da gentañ reiñ da anavezout ger Doue, met, pa daolit anezhañ kuit hag en em varnit hoc’h-unan dizellezek eus ar vuhez peurbadus, setu, ni en em dro war-zu ar baganed.
O welout hardizhegezh Pêr ha Yann, hag o c’houzout e oant tud dizesk hag eus ar bobl izel, e voent souezhet. Anavezout a raent e oa bet ar re-se gant Jezuz.
Pa welas an holl re en doa e anavezet diagent e oa gant ar brofeded o profediñ, e lavaras an dud an eil d'egile: Petra eta a zo c'hoarvezet gant mab Kish? Hag emañ Saül ivez e-touez ar brofeded?