Jezuz a respontas dezho: Dre ma’z eo roet deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh an neñvoù, ha ma n’eo ket roet kement-se dezho.
Mazhev 13:51 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezho: Ha komprenet mat hoc’h eus an holl draoù-se? Ya Aotrou, a respontjont. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz d’he ziskibien: Ha comprenet hoc’h euz‐hu an holl draou‐ze? Int a respontaz dezhan: Ia, Aotrou. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha gout mad e hret hui er péh e laran? Ya, Eutru, emé ind. |
Jezuz a respontas dezho: Dre ma’z eo roet deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh an neñvoù, ha ma n’eo ket roet kement-se dezho.
Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.
Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.
Ne gomprenit ket penaos kement a ya er genoù, a ziskenn er c’hof hag a vez taolet er foz?
Penaos eta ne gomprenit ket n’eo ket eus bara em eus komzet pa em eus lavaret deoc’h en em virout eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz?
Pa welot eta an euzhusted eus ar glac’har, m’en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec’h santel, ra gompreno an neb a lenn,
Eñ a lavaras dezho: Ha bez’ oc’h eta c’hwi ivez hep skiant? Ne gomprenit ket penaos kement tra a zo er-maez hag a antre en den ne c’hell ket e lousaat?
Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.