An aberzhour a sello outañ. Mar kav dezhañ eo donoc’h an tarch eget ar c’hroc’hen ha mar d-eo ar blev deuet da vezañ gwenn, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Ur gouli a lorgnez eo, o tispuilhañ en danijenn.
Mazhev 12:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc’h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc’h eget an hini gentañ. Evel-se e c’hoarvezo gant ar rummad fall-mañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze ez a hag e kemer ganthan seiz spered all gwassoc’h egethan; mond a reont en ti, hag e choumont eno; ha stad diveza an den‐ze a zo gwassoc’h eged ar c’henta. Evel‐se eo e c’hoarvezo gant ar generation fall‐man. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé monnet e hra, hag e guemér guet hou seih sperèd arall goahoh aveid hou; hag goudé bout oeid én ty, ind e choume ino; hag en eil stad ag en dén‐men e zou goahoh aveid er guilé. El‐cé e digoéhou d’er rumad‐tud fall‐men. |
An aberzhour a sello outañ. Mar kav dezhañ eo donoc’h an tarch eget ar c’hroc’hen ha mar d-eo ar blev deuet da vezañ gwenn, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Ur gouli a lorgnez eo, o tispuilhañ en danijenn.
Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennezh ne gas kuit an diaouled nemet dre Veelzebul, priñs an diaouled.
Neuze e lavar: Distreiñ a rin da’m zi a-belec’h on deuet; pa zeu, e kav anezhañ goullo, skubet ha kempennet.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha pa hoc’h eus e c’hounezet, e rit anezhañ ur mab eus ar gehenn div wech gwashoc’h egedoc’h.
O vezañ adsavet a varv da veure ar c’hentañ deiz eus ar sizhun, en em ziskouezas da gentañ da Vari a Vagdala, m’en doa kaset kuit seizh diaoul anezhi.
Jezuz a c’houlennas digantañ: Pe anv ac’h eus? Eñ a respontas: Va anv a zo Lejion, rak kalz omp.
Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc’h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc’h eget an hini gentañ.
Rak n’eo ket a-enep ar c’hig nag ar gwad hon eus da stourm, met a-enep ar priñselezhioù, a-enep ar nerzhioù, a-enep mestroù an deñvalijenn eus ar bed-mañ, a-enep speredoù ar fallentez el lec’hioù uhel.
Evidomp-ni, n’omp ket eus ar re en em denn kuit evit en em goll, met eus ar re o deus ar feiz evit silvidigezh o ene.