Mazhev 12:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ, met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ nag er c’hantved-mañ nag er c’hantved da zont. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha piou‐benag hen devezo komzet a‐enep Mab an den, e vezo pardonet dezhan; mes piou‐benag a gomzo a‐enep ar Spered‐Santel na vezo pardonet dezhan, nag er bed‐man, nag er bed da zond. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha pihue‐benac en dou laret ur gonz a‐inemp Mab en Dén e vou distollet dehou; mæs pihue‐benac en dou gonzet a‐inemp er Sperèd‐Glan ne vou quet distollet dehou, hag er béd‐men, nag er béd de zont. |
Mab an den a zo deuet, o tebriñ hag oc’h evañ, hag e lavaront: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d’ar bublikaned ha d’ar bec’herien. Met ar furnez a zo bet reishaet gant he bugale.
Rak-se e lavaran deoc’h, pep pec’hed ha pep gwallgomz a vo pardonet d’an dud, met ar wallgomz a-enep ar Spered-Santel ne vo ket pardonet dezho.
An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger, met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù a voug ar ger hag e laka difrouezh.
an enebour en deus e hadet eo an diaoul; an eost eo fin ar bed; ar vederien eo an aeled.
Ha n’eo ket mab ar c’halvez? Ha n’eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n’int ket e vreudeur?
Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n’en deus lec’h ebet evit harpañ e benn.
ha ne resevo adalek ar c’hantved-mañ, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c’hoarezed, a vammoù, a vugale hag a zouaroù, gant heskinerezhioù, hag er c’hantved da zont, ar vuhez peurbadus.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos pep pec’hed a vo pardonet da vugale an dud kenkoulz hag ar gwallgomzoù m’o devo touet drezo,
met piv bennak en devo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel n’en devo biken a bardon, met dalc’het e vo dindan ur varn peurbadus.
Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ, met d’an hini a wallgomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet.
Ar mestr a veulas ar merour disleal-se abalamour m’en doe graet-se gant furnez. Rak bugale ar c’hantved-mañ a zo furoc’h eget bugale ar sklêrijenn e-keñver o rummad o-unan.
ha ne resevo kalz muioc’h er c’hantved-mañ, hag er c’hantved da zont, ar vuhez peurbadus.
Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n’ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d’ar sord.
Mab an den a zo deuet o tebriñ hag oc’h evañ, hag e lavarit: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d’ar bublikaned ha d’ar bec’herien.
Bez’ e voe ur vrud bras diwar e benn e-touez ar bobl. Darn a lavare: Un den mat eo. Ha darn all a lavare: Nann, met touellañ a ra ar bobl.
Met e lavaras kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ, rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c’hoazh roet, abalamour ma ne oa ket bet c’hoazh savet Jezuz en e c’hloar.
Int a respontas dezhañ: Bez’ out ivez Galileat? Evesha, ha gwel ha profed ebet a zo bet biskoazh savet eus Galilea.
Ho pet keuz eta ha distroit ouzh Doue, evit ma vo ho pec’hedoù lamet, evit ma teuio amzerioù a freskadurezh a-berzh an Aotrou,
dreist pep priñselezh, pep nerzh, pep galloud, pep mestroni, pep anv a c’hellfe bezañ anvet, nann zoken er c’hantved-mañ met ivez en hini da zont.
me hag a oa diagent ur mallozher, un heskiner, un den taer. Met kavet em eus trugarez dre ma raen kement-se dre ziouiziegezh, o vezañ en diskredoni,
Ar ger-mañ a zo asur ha dellezek a bep fiziañs: Jezuz-Krist a zo deuet er bed evit salviñ ar bec’herien, ez on-me ar c’hentañ anezho.
rak embreg ar c’horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d’an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont.
Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,
rak Demaz en deus dilezet ac’hanon o vezañ karet ar c’hantved-mañ hag a zo aet da Desalonike, Kreseñs a zo aet e Galatia, Tit e Dalmatia.
hag e kelenn ac’hanomp da zinac’h dizoujañs-Doue ha droukc’hoantoù ar bed, da vevañ er c’hantved-mañ gant poell, reizhder ha doujañs-Doue,
Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac’har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.