A-walc’h eo d’an diskibl bezañ evel e vestr ha d’ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc’h ne c’halvint ket tud e diegezh.
Mazhev 12:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar kasan kuit an diaouled dre Veelzebul, dre biv o c’has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha mar kassan kuitan drouk‐sperejou dre Beelzebul, dre biou e kas ho pugale anezhe kuit? Rag‐se e vezint ho‐unan ho parnerien. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha mar cassan quit en droug‐sperèdeu dré Vel‐sébuth, dré bihue hou hasse quit hou pugalé? Rac‐cé e vehènt hou varnerion. |
A-walc’h eo d’an diskibl bezañ evel e vestr ha d’ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc’h ne c’halvint ket tud e diegezh.
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Mar kasan kuit an diaouled dre Veelzebul, dre biv o c’has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.
Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan. Gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec’h na’m eus lakaet netra hag a ved e-lec’h na’m eus ket hadet.
Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.