Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 12:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Met mar kasan kuit an diaouled dre Spered Doue, eo eta gwir penaos eo rouantelezh Doue deuet betek ennoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

28 Mes mar d’eo dre Spered Doue e kassan kuit an drouk‐sperejou, neuze rouantelez Doue a zo deuet beteg enoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

28 Mæs mar cassan quit en droug‐sperèdeu dré Sperèd‐Doué, nezé ranteleah Doué é ma deid devad‐oh.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 12:28
23 Referencias Cruzadas  

En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,


Hag e voe roet dezhañ ar vestroniezh, ar c'hloar hag ar ren, hag an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a servijas anezhañ. E vestroniezh a zo ur vestroniezh peurbadus na dremeno ket, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet.


Setu va servijer am eus dibabet, va c’haret-mat, ennañ va ene en deus kemeret plijadur. Lakaat a rin va Spered warnañ hag ec’h embanno ar reizhder d’ar broadoù,


Pe, penaos e c’hell unan bennak mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se? Neuze hepken e preizho e di.


Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar gisti ho tiaraog e rouantelezh Doue.


Setu perak e lavaran deoc’h, penaos rouantelezh Doue a vo lamet diganeoc’h ha roet d’ur vroad a roio ar frouezh anezhi.


Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.


Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.


hag o lavarout: An amzer a zo peurc’hraet ha rouantelezh Doue a zo tost. Ho pet keuz ha kredit en Aviel.


Benniget ra vo ren David hon tad, a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec’hioù uhel meurbet!


Setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaouled em anv; komz a raint yezhoù nevez;


Hejañ a reomp a-enep deoc’h ar poultr zoken a zo staget ouzhimp en ho kêr. Gouezit koulskoude penaos rouantelezh Doue a zo tostaet ouzhoc’h.


Met mar kasan kuit an diaouled dre viz Doue, eo eta gwir penaos eo deuet rouantelezh Doue betek ennoc’h.


Al lezenn hag ar brofeded a badas betek Yann. Adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh.


Kas a reas anezho da brezeg rouantelezh Doue ha da yac’haat ar re glañv.


penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.


rak rouantelezh Doue n’emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc’h ha levenez er Spered-Santel.


Hon dieubet en deus eus galloud an deñvalijenn hag hol lakaet en deus da dremen e rouantelezh e Vab muiañ-karet,


Dre-se, o resev ur rouantelezh divrañsellus, miromp ar c’hras evit ma servijimp Doue drezi en un doare a blijo dezhañ, gant keheladur ha gant doujañs,


An hini a ra ar pec’hed a zo eus an diaoul, rak an diaoul a bec’h adalek ar penn-kentañ. Evit kement-mañ eo en em ziskouezet Mab Doue: evit distrujañ oberoù an diaoul.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos