Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 12:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Mar deu Satan da gas Satan kuit, emañ eta dizunanet gantañ e-unan. Penaos e pado e rouantelezh?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

26 Mar deu Satan da gas kuit Satan, beza eman diviset a‐enep dezhan he‐unan; penaos eta e choumo he rouantelez en he za!

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

26 Ha ma za Satan de gasse Satan quit, quévrennet é ma a‐inemp é hunan, penaus enta e badou é ranteleah én é zàüe?

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 12:26
13 Referencias Cruzadas  

Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.


Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.


Met ar farizianed a lavare: Kas a ra kuit an diaouled dre briñs an diaouled.


Bremañ en em ra barnedigezh ar bed-mañ, bremañ priñs ar bed-mañ a vo taolet er-maez.


Ne gomzin ken kalz ganeoc’h, rak priñs ar bed-mañ a zeu. Ha n’en deus netra ennon.


ar varnedigezh, dre ma’z eo bet barnet priñs ar bed-mañ.


evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c’hlevidigezh gant doue ar c’hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.


Hon dieubet en deus eus galloud an deñvalijenn hag hol lakaet en deus da dremen e rouantelezh e Vab muiañ-karet,


Gouzout a reomp ez omp eus Doue hag emañ ar bed holl beuzet en droug.


An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.


Ar pempvet ael a skuilhas e hanaf war dron al loen. E rouantelezh a zeuas leun a deñvalijenn hag an dud en em grogas en o zeodoù gant ar boan.


Ur roue o doa warno, ael an donder, galvet en hebraeg Abaddon hag e gresianeg Apollion.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos