Mazhev 12:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned25 Jezuz, oc’h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec’h-unan a zeuio da netra, ha pep kêr pe pep tiegezh dizunanet gantañ e-unan ne c’hello ket padout. Ver CapítuloTestamant Nevez 1897 (Jenkins)25 Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a lavaraz dezhe: Pep rouantelez diviset a‐enep dezhi he‐unan a deuio da veza dezert; ha pep kear pe di diviset a‐enep dezhan he‐unan, na joumo ket en he za. Ver CapítuloAviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 185825 Mæs Jesus péhani hanàué hou chonjeu, e laras tehai: Peb ranteleah quévrennet a‐inemp é hunan, e vou dismantet; ha peb kær pé dy quévrennet a‐inemp é hunan, ne badou quet en é zàüe? Ver Capítulo |
Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec’h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac’haret eus m’en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec’h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.