Mazhev 12:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pegement e dalv muioc’h un den eget un dañvad! Dre-se e c’heller ober vat d’an deizioù sabad. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Na pegement mui e talv eun den eged eun danvad? Permetet eo eta ober vad en deiziou ar sabbat. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Na, pé guement mui‐oh e talve un dén aveid un pen‐davad? Dré‐zé e heller gober vad én déieu er Sabbat. |
Sellit ouzh laboused an neñv: ne hadont ha ne vedont ket, ne zastumont netra er solieroù, hag ho Tad neñvel a vag anezho. Ha ne dalvezit ket kalz muioc’h egeto?
Lavarout a reas dezho: Hag aotreet eo ober vad pe droug, d’an deiz sabad, saveteiñ un den pe e lezel da goll? Hag int a davas.
Sellit ouzh ar brini: ne hadont ha ne vedont ket, n’o deus na kav na solier, ha Doue o mag. Pegement ne dalvezit ket muioc’h eget laboused?
Aet e oa d’un deiz sabad e ti unan eus pennoù ar farizianed evit debriñ bara, hag e sellent outañ.
Ha Jezuz a lavaras dezho eta: Un dra a c’houlennin ouzhoc’h: Hag aotreet eo, d’an deiz sabad, ober vad pe droug, saveteiñ un den pe e lezel da goll?