La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Mazhev 11:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec’h ar marv, rak ma vije bet graet e Sodom ar mirakloù a zo bet graet ez kreiz, e vije c’hoazh hiziv en he sav.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Ha te, Cafarnaüm, pehini a zo bet savet beteg an env, a vezo izeleet beteg an ifern; rag ma vije bet great en Sodom ar miraclou a zo bet great enoud, e vije c’hoas hirio en he za.

Ver Capítulo

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

Ha hui Cafarnaum, péhani e zou bet sàüet betig en Nean? hui e vou izélet betig en Ihuern: rac ma vehé bet groeit é Sodom er vurhudeu e zou bet groeit én‐hoh, chomet vehent marcé betig hinihue.

Ver Capítulo



Mazhev 11:23
30 Referencias Cruzadas  

Tud Sodom a oa fall ha pec'herien bras dirak an AOTROU.


Penaos en deus an AOTROU en e gounnar goloet gant ur goumoulenn merc'h Sion? Taolet en deus eus an neñvoù d'an douar splannder Israel. Da zeiz e gounnar n'en deus ket bet soñj eus skabell e dreid.


da deurel a rin d'an traoñ gant ar re a ziskenn er poull, gant ar bobl a-wechall, hag e lakain ac'hanout e lec'hioù izelañ an douar, e lec'hioù glac'haret pell 'zo gant ar re a ziskenn er poull, evit na vi ken tudet. Mirout a rin ar gloar evit douar ar re vev.


evit na vo ken gwezenn douraet ebet uhel a vent, evit na savo ken he beg e-kreiz skoultrigoù fetis, evit n'en em zalc'ho ken en o uhelder ar re a ev dour. Rak e vint holl lakaet d'ar marv e donderioù an douar, e-touez mibien an dud, gant ar re a ziskenn d'ar poull.


Mab an den, hirvoud diwar-benn engroez an Ejipt, ha taol anezhañ d'an traoñ, hi ha merc'hed ar broadoù galloudus, da zonderioù an douar, gant ar re a ziskenn d'ar poull.


Eno emañ Elam, hag e holl engroez en-dro d'e vez. Holl int bet lazhet, diskaret gant ar c'hleze, diskennet int diamdroc'h da zonderioù an douar, int hag a skuilhe ar spont war zouar ar re vev, douget o deus o dismegañs gant ar re a ziskenn d'ar poull.


Pa savfes da neizh uhel evel un erer, ha pa lakafes anezhañ e-touez ar stered, me az taolo ac'hane, eme an AOTROU.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos e vo dousoc’h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn eget d’ar gêr-se.


Ha me a lavar dit ivez penaos ez out Pêr, ha war ar roc’h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec’h ar marv ne drec’hint ket anezhi.


Pa erruont e Kafarnaoum, ar re a save an didrakm a dostaas ouzh Pêr hag a lavaras dezhañ: Ho mestr, ha ne bae ket an didrakm?


O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek war harzoù Zabulon ha Neftali,


Pa voe antreet Jezuz e Kafarnaoum, ur c’hantener a zeuas d’e gavout,


Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec’h ar marv.


Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.


O vezañ e lec’h ar marv e-kreiz poanioù, e savas e zaoulagad hag e welas eus pell Abraham ha Lazar en e askre.


Eñ a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c’hrennlavar-mañ: Medisin, en em yac’ha da-unan. Gra ivez amañ, en da vro, kement hon eus klevet ac’h eus graet e Kafarnaoum.


rak ne lezi ket va ene e lec’h ar marv ha n’aotrei ket e welfe da Sant ar vreinadurezh.


o welout kement-se a-raok, e lavaras diwar-benn adsavidigezh Krist da vev, penaos e ene ne vije ket lezet e lec’h ar marv hag e c’hig ne welje ket ar vreinadurezh.


ha peanaos Sodom, Gomora hag ar c’herioù nesañ a oa en em roet d’an hevelep loustoni ha da bec’hedoù a-enep an natur, a servij da skouer o c’houzañv ar boan eus un tan peurbadus.


an hini a zo bev. Bet on marv, ha setu, ez on bev e kantvedoù ar c’hantvedoù. Amen. Me am eus alc’houezioù lec’h ar marv hag ar marv.


O c’horfoù marv a vo war blasenn ar gêr vras, a vez anvet en ur ster speredel Sodom hag Ejipt, e-lec’h ma’z eo bet hon Aotrou staget ouzh ar groaz.


Ar mor a roas ar re varv a oa ennañ, ar marv ha lec’h ar marv a roas ivez ar re varv a oa enno, ha pep hini a voe barnet hervez e oberoù.


Me a sellas ha setu, ur marc’h drouklivet en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a oa anvet ar marv, ha lec’h ar marv a gerzhe d’e heul. Ar galloud a oa roet dezho war ar bedervet lodenn eus an douar evit lakaat an dud da vervel dre ar c’hleze, dre an naonegezh, dre ar varvelezh ha dre loened gwez an douar.