Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Klemmganoù 2:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Penaos en deus an AOTROU en e gounnar goloet gant ur goumoulenn merc'h Sion? Taolet en deus eus an neñvoù d'an douar splannder Israel. Da zeiz e gounnar n'en deus ket bet soñj eus skabell e dreid.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 2:1
28 Referencias Cruzadas  

Begenn Israel a zo bet mouget war da uhelennoù! Penaos eo kouezhet an dud kadarn?


Hag ar roue David a savas war e dreid hag a lavaras: Va breudeur ha va fobl, selaouit-me! C'hoant am boa da sevel un ti diskuizh da arc'h emglev an AOTROU , hag evit skabell treid hon Doue, ha prest e oan d'ober.


Deomp en e chomlec'hioù, stouomp dirak skabell e dreid!


Lakaet ec'h eus e sked da baouez, e dron ec'h eus taolet d'an douar.


Kanmeulit an AOTROU hon Doue, stouit dirak skabell e dreid, rak santel eo.


Ti hor santelezh hag hor c'haerded, e-lec'h m'o deus hon tadoù da veulet, a zo bet kuzumet gant an tan. Kement a zo bet ker deomp a zo distrujet.


Da holl amourouzien o deus da ankounac'haet, n'int ket e chal ganit, rak skoet em eus warnout evel ma skoer war un enebour, evel ma kastizer un den garv, en abeg da liester da fallagriezhoù ha da vraster da bec'hedoù.


Penaos ez eo azezet hec'h-unan ar gêr ken poblet! An hini a oa bras e-touez ar broadoù a zo evel un intañvez. An hini a oa un itron e-touez ar proviñsoù a zo deuet un druajadez.


Ha n'oc'h teneraet, c'hwi holl hag a dremen dre an hent? Sellit ha gwelit hag-eñ ez eus ur glac'har heñvel ouzh ar glac'har a sko warnon. An AOTROU en deus va enkrezet en deiz e gounnar entanet.


An AOTROU en deus graet hervez e vennozh, sevenet en deus ar gomz divizet abaoe pell. Distrujet en deus didruez. Laouenaet en deus an enebour diwar da benn, savet en deus nerzh da waskerien.


Penaos eo teñvalaet an aour ha kemmet an aour glan? Penaos eo stlabezet mein ar santual e kognoù pep straed?


An AOTROU en deus sevenet e fulor, stlabezet e gounnar entanet, hag enaouet e Sion un tan en deus lonket he diazezoù.


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Em fulor e lakain da darzhañ ur gorventenn, hag em c'hounnar e vo ur glav bras ha grizilhennoù aet en egar, evit distrujañ holl.


Met tennet eo bet gant fulor ha taolet d'an douar, avel ar sav-heol he deus disec'het he frouezh, he skourroù kreñv a zo bet torret ha disec'het, an tan en deus pulluc'het anezho.


Lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da zisakrañ va santual, lorc'h ho kalloud, plijadur ho taoulagad, ar pezh a gar hoc'h eneoù. Hag ho mibien hag ho merc'hed hoc'h eus lezet a gouezho dre ar c'hleze.


E Tapanez e teñvalaio an deiz, pa dorrin yev an Ejipt, ha pa baouezo lorc'h he nerzh. Ur goabrenn he goloio hag he merc'hed a yelo d'ar prizonerezh.


devezh a deñvalijenn hag hep gouloù, devezh a goumoul hag a goabr. Evel m'en em astenn ar gouloù-deiz war ar menezioù, setu ur bobl vras ha galloudus, evel n'eus ket bet en holl amzerioù, hag evel na vo ken war he lerc'h a oad da oad.


Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec’h ar marv, rak ma vije bet graet e Sodom ar mirakloù a zo bet graet ez kreiz, e vije c’hoazh hiziv en he sav.


Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec’h ar marv.


Eñ a lavaras dezho: Me a wele Satan o kouezhañ eus an neñv evel ul luc’hedenn.


Hag ec'h anvas ar paotr Ikabod en ur lavarout: Ar c'hloar a zo lamet eus Israel; rak arc'h Doue a zo bet tapet, hag abalamour d'he zad-kaer ha d'he fried


Lavarout a reas: Ar c'hloar a zo lamet eus Israel, rak arc'h Doue a zo bet tapet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos