da holl rouaned Tir, da holl rouaned Sidon, da rouaned an inizi a zo en tu all d'ar mor,
Mazhev 11:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu perak en lavaran deoc’h, e deiz ar varn, e vo dousoc’h da Dir ha da Sidon eget deoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag‐se hen lavaran deoc’h: Eassoc’h e vezo da Dir ha da Sidon en deiz ar varn eged deoc’h‐hu. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Rac‐cé e laran d’oh: Quentoh e vou distollet de Dyr ha de Sidon, en dé er varn, aveid d’oh‐hui. |
da holl rouaned Tir, da holl rouaned Sidon, da rouaned an inizi a zo en tu all d'ar mor,
ha kas anezho da roue Edom, da roue Moab, da roue mibien Ammon, da roue Tir, da roue Sidon, dre zaouarn ar gannaded a zo deuet da Jeruzalem etrezek Sedesia roue Juda.
Mab an den, Nebukadnezar roue Babilon en deus lakaet e armead d'ober ur servij poanius a-enep Tir. An holl bennoù a zo deuet da vezañ moal hag an holl divskoaz kignet; ha n'en deus bet gopr ebet eus Tir, nag eñ nag e armead, evit ar servij en deus graet a-enep dezhi.
Ha c'hwi ivez Tir ha Sidon, ha c'hwi rannvroioù ar Filistined, petra a c'houlennit ouzhin? Hag e fell deoc'h henn talvezout din? Mar fell deoc'h henn talvezout din, e rin d'ho kopr kouezhañ buan ha raktal war ho penn.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos e vo dousoc’h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn eget d’ar gêr-se.
Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc’h, pell zo e vijent kaout keuz o kemer ar sac’h hag al ludu.
Me a lavar deoc’h, e deiz ar varn, an dud a rento kont eus pep ger didalvez o devo lavaret.
penaos e c’hellimp tec’hout kuit mar dilezomp ur silvidigezh ken bras, a zo bet prezeget da gentañ gant an Aotrou, a zo bet roet deomp evel gwirion gant ar re o deus e glevet,
an Aotrou a oar mirout eus an amprouenn ar re a zouj anezhañ ha derc’hel ar re zireizh da vezañ kastizet da zeiz ar varn,
Met an neñv hag an douar a-vremañ a zo miret dre an hevelep ger, ha lakaet a-du evit an tan, da zeiz ar varn ha kollidigezh an dud na zoujont ket Doue.
E kement-se eo bet peurc’hraet ar garantez ennomp, evit ma hor bo fiziañs da zeiz ar varnedigezh, o vezañ ma’z omp er bed-se evel ma emañ e-unan.
Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.
Gwelout a ris ar re varv, bras ha bihan, oc’h en em zerc’hel dirak Doue. Levrioù a voe digoret. Hag e voe digoret ul levr all, al levr a vuhez. Ar re varv a voe barnet hervez o oberoù, hervez ar pezh a oa skrivet el levrioù.