Neuze Jehu a yeas etrezek servijerien e aotrou. Hag e voe lavaret dezhañ: Ha mont a ra mat pep tra? Perak eo deuet an diskiant-se da'z kavout? Respont a reas: Anavezout a rit mab-den hag e gomzoù.
Mazhev 11:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak Yann a zo deuet, hep debriñ nag evañ, hag e lavaront: Un diaoul a zo ennañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag Ian a zo deuet, hep na dibri nag eva; hag e leveront: Eun drouk‐spered a zo enhan. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Rag Yehan e zou deit hemp na daibrein, nag ivein, hag ind ès laret: Bout en dès un droug‐sperèd. |
Neuze Jehu a yeas etrezek servijerien e aotrou. Hag e voe lavaret dezhañ: Ha mont a ra mat pep tra? Perak eo deuet an diskiant-se da'z kavout? Respont a reas: Anavezout a rit mab-den hag e gomzoù.
Ne'm eus ket azezet e bodadeg ar c’hoapaerien evit laouenaat, met a-drugarez da'z torn em eus azezet va-unan, hag a erez ec'h eus va leuniet.
An AOTROU en deus da lakaet aberzhour e-lec'h Jehojada an aberzhour, evit ma vo ensellerien e ti an AOTROU, evit eveshaat war bep den diskiant a ro profediezhoù, evit e lakaat en toull-bac'h hag en hern,
Deuet eo deizioù ar c'hastiz, deuet eo deizioù an daskor, Israel a anavezo kement-se. Ar profed a zo sod, an den a spered a zo diskiant, en abeg da vraster da zireizhder hag en abeg da'z kasoni vras.
A-walc’h eo d’an diskibl bezañ evel e vestr ha d’ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc’h ne c’halvint ket tud e diegezh.
o lavarout: Ni hon eus sonet deoc’h ar fleüt ha n’hoc’h eus ket dañset, ni hon eus kanet deoc’h hirvoudoù ha n’hoc’h eus ket douget kañv.
Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d’e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
Hag ar skribed diskennet eus Jeruzalem, a lavaras: Dalc’het eo gant Beelzebul. Kas a ra kuit an diaouled dre briñs an diaouled.
rak bras e vo dirak an Aotrou. N’evo na gwin nag evaj kreñv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm.
Neuze ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ha n’hon eus ket lavaret mat penaos out ur Samaritan hag ez eus un diaoul ennout?
Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Bremañ ec’h anavezomp ez eus un diaoul ennout. Abraham a zo marv, ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.
Evel ma komze evel-se evit e zifenn, Festuz a lavaras gant ur vouezh kreñv: Kollet ec’h eus da skiant, Paol! Da c’houiziegezh vras a laka ac’hanout da ziskiantañ!
Met bloñsañ a ran va c’horf hag e lakaan anezhañ da blegañ din, gant aon na vefen taolet kuit va-unan goude bezañ prezeget d’ar re all.